Nikolai Nikoulin
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia |
| Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Anv e yezh-vamm an den | Николай Николаевич Никулин |
| Anv-bihan | Николай |
| Anv-familh | Nikulin |
| Deiziad ganedigezh | 7 Ebrel 1923 |
| Lec'h ganedigezh | Q14621433 |
| Deiziad ar marv | 19 Meurzh 2009 |
| Lec'h ar marv | Sant-Petersbourg |
| Lec'h douaridigezh | Smolenskoye Orthodox Cemetery |
| Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
| Micher | istorour an arzoù |
| Tachenn labour | history of art, art history |
| Implijer | Mirdi ar Peniti |
| Bet war ar studi e | Saint Petersburg State Institute of History |
| Professorship | kelenner titlet |
| Diplom skol-veur | Candidate in History of Art |
| Studier | Q121131493 |
| Grad milourel | serjant |
| Brezel | Talbenn ar Reter |
| Ezel eus | Russian Academy of Arts |
| Dedennet gant | art history |
Nikolai Nikolaievitch Nikoulin (rusianeg : Николай Николаевич Никулин), bet ganet e Pogorelka (Gouarnamant Yaroslavl, RSKS Rusia) d'ar 7 a viz Ebrel 1923 ha marvet d'an 19 a viz Meurzh 2009 e Sant-Petersbourg (Rusia), a oa ur c'helenner rusian war Istor an Arzoù. Ispisializet e oa war al livadurioù alaman hag izelvroat eus ar XVvet d'an XVIIIvet kantved. Bet eo mirour e mirdi ar Peniti e Sant-Petersbourg. Ouzhpenn e bed an arzoù eo brudet a-drugarez d'e vemorioù embannet e 2007, ma konte enne e vuhez soudard da vare an Eil-Brezel-bed en ur mod eeun ha kriz.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1941, ha-eñ 18 vloaz, e voe kaset Nikolai Nikoulin da Leningrad (Sant-Petersbourg hiziv) da vezañ desket evit bezañ oberataer radio en Arme Ruz. E miz Gouere e voe kaset d'an emgannoù. Goude bezañ bet lakaet da vont er-maez eus seziz Leningrad e voe rollet en droadegiezh hag er c'hanolierezh soviedel. Chom a reas tost da bevar bloaz en Arme Ruz, en ur gemer perzh e dieubidigezh Varsovia hag e Emgann Berlin betek miz Ebrel 1945. Serjant e oa e fin an emgannoù[1]. Peder gwech e voe gloazet war an talbenn. E dibenn 1945 e voe kaset d'ar gêr evel muturniad brezel. Diwar-neuze e kasas studioù e Skol-Veur Istor Sant-Petersbourg, e-lec'h ma tapas un dezenn doktorelezh war Pieter Brueghel gozh e 1950.
Eus 1949 betek e varv e labouras e mirdi ar Peniti er memes kêr. Kregiñ a reas evel heñcher a-raok bezañ anvet da virour departamant Arzoù ar Reter evit an Izelvroioù hag Alamagn e 1991[1]. Kelenn a reas e skol-veur Arzoù-Kaer Leningrad, ha skrivañ a reas war-dro 200 pennad pe katalog war e zanvez. Unan eus an dud arbennikañ war livadurioù alaman hag izelvroat fin ar Grennamzer hag an Azginivelezh e oa e Rusia. E deroù ar bloavezhioù 1970 e skrivas e vemorioù-brezel evitañ e-unan, evel un derapiezh d'an darvoudoù euzhus en doa bevet war an talbenn. Adalek ar bloavezhioù 1990 e kemeras perzh e furchadegoù evit adkavout korfoù soudarded marv en emgannoù, ha kenlabourat a reas gant strolladoù soudarded bet hag a glaske brudañ ar peoc'h hag ar vignoniezh etre ar pobloù. Dre-se e kejas gant soudarded bet er Wehrmacht. Testenioù lod anezhe zo bet ouzhpennet e memorioù brezel Nikoulin. Diembann e oant chomet da vare an Unaniezh Soviedel, pa ziskouezent perzhioù euzhus eus an Arme Ruz da vare ar brezel. E 2007, diwar c'houlenn e familh, e voent embannet gant Mirdi ar Peniti. Berzh a rejont abalamour d'an testenioù neptu soudarded war ar mare-se bezañ ral e Rusia. Troet e voent e meur a yezh. Mervel a reas Nikolai Nikoulin e Sant-Petersbourg e 2009.
Medalennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urzh ar Steredenn Ruz
- Urzh ar Brezel Brogarour Meur (klas kentañ)
- Div vedalenn evit "oberoù kalonek"
- Medalennoù evit Difenn Leningrad, Dieubidigezh Varsovia ha Trec'h Berlin
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Les carnets de guerre de Nikolaï Nikouline, Les Arènes, stumm gallek embannet evit ar wech kentañ e 2019, 384 p., ISBN 9782711200177
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'auteur in Les carnets de guerre de Nikolaï Nikouline, Les Arènes, 2024, pp. 385-387, ISBN 9782711200177
- 1 2 (fr) Nikolaï Nikouline, war lec'hienn an ti-embann Les Arènes (lennet d'ar 01/01/2025)