Mont d’an endalc’had

Naboukadnesar II

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nebuchadnezzar)

Un engravadur war-c'horre ur maen oniks gant un enskrivadenn gant anv Naboukadnesar II[1]

Naboukadnesar II[2] (En Arameeg ܢܵܒܘܼ ܟܘܼܕܘܼܪܝܼ ܐܘܼܨܘܼܪ ; en hebraeg נְבוּכַדְנֶצַּר‎‎ Nəḇūḵaḏneṣṣar; henc'hresianeg: Ναβουχοδονόσωρ Naboukhodonósôr; Arabeg: نِبُوخَذنِصَّر nibūḫaḏniṣṣar; war-dro 634 – 562 kent J.-K.) a oa ur roue eus an Babilonia, a renas war-dro 605 kent J.-K.– 562  kent J.-K.. hervez ar Bibl, e aloubas Juda ha Jeruzalem, ha kas a reas ar Yuzevien en harlu e Babilon. War a skriver e vije bet savet Liorzhoù a-istribilh Babilon gantañ ha distrujet en dije ar c'hentañ Templ. Anv zo anezhañ e Levr Daniel hag e meur a levr all eus ar Bibl. An anv akkadek Nabû-kudurri-uṣur, a dalvez "O doue Nabou, gwarez/difenn ma mab kentañ ganet". Nabou a oa doue ar furnez e Babilonia, ha mab an doue Mardouk. En un enskrivadur, Naboukadnesar a ra anezhañ e-unan "gwellañ karet" Nabou[3],[4]

Troet e veze e anv a-raok gant "O Nabou a zifenn ma kudurru",[5] ha kudurru a vije bet ur maen gant enskrivadurioù a rae da lizher-perc'henniezh en amzer-hont. Koulskoude pa vez ul lodenn eus titl ur rieg e talvez kudurru kement ha "mab kentañ ganet" pe "mab koshañ"[6]. En Hebraeg ez eo skrivet e anv ivez dindan ar stummoù נְבוּכַדְנֶאצַּר ha נְבוּכַדְרֶאצַּר (Nəḇuḵaḏreṣṣar). Anavet eo ivez evel Bakhat Nasar, pe Bukht-Naṣ(ṣ)ar, a dalvez "gounezer an tonkad", pe ger-ha-ger, "gounezer " en hengoun muzulman.(Daveoù a vank)

Brudet eo abalamour m'en deus renet war an impalaeriezh vrasañ savet biskoazh gant Babilon, ma lakas sevel ur bern monumantoù. Anavet eo en hengoun broioù ar c'hornôg abalamour m'en deus kemeret Jeruzalem ha rouantelezh Juda, danevellet er Bibl (2 Roue 25).

Nevezimpalaeriezh Babilonia

Goude m'en doa diskaret Impalaeriezh Asiria etre 612 ha 609 e fizias Nabopolasar (626-605), roue babilon, arru kozh an tamm anezhañ, renerezh an ergerzhadegoù brezel d'e vab henañ, Naboukadnesar. Brezelekaet en doa dija moarvat e-doug ar brezel a-enep Asiria, renet gant harp ar Veded. A-hervez e vije bet euredet gant merc'h pe merc'h-vihan Kiaksares, anvet Amitis er mammennoù gresian, ha savet en dije eviti Liorzhoù a-istribilh Babilon. Goude bezañ peurdrec'het an Asirianed e kasas Naboukadnesar e armeoù e Siria ma oa antreet arme Egipt da glask lakaat he c'hrabanoù war ar vro e-lec'h an impalaeriezh diskaret. Goude daou vloaz tremenet o kreñvat e zalc'h war ar vro e faezhas e enebourien, e 605, e-kichen Karkemich. Kas a reas goude e arme etrezek Palestina a oa war-nes kouezhañ pa glevas e oa aet e dad da anaon ha pa rankas distreiñ da Vabilon.

Kerkent ha deuet da vezañ ar roue Naboukadnesar II en un doare ofisiel e tistro war vord ar Mor kreizdouar e lec'h m'eo en em savet ar roue Askalon. Fellout a ra dezhañ kreñvaat e vestroni war rouantelezhioù Fenikia, ha war roue Juda. Met harpet eo an emsavadegoù-se gant arme Henegipt. E 601 en em gann ar Vabiloniz a-enep an Egiptiz hag o c'hevredidi. Trec'het eo Naboukadnesar ha ret eo dezhañ en em dennañ e Siria. Divizout a ra tagañ Arabia bloaz goude. War-lerc'h e tistro war vord ar Mor kreizdouar da resev an truaj digant rouanez ar vro. Nac'hañ a ra roue Juda, Joiakim, paeañ anezhañ ha gwastet eo e rouantelezh gant arme Babilonia : sezizet ha kemeret eo e gêr-benn e 597, koll a ra e vuhez hag e vab Joakin hag holl oterien ha lenneien ar vro zo kaset en harlu da Vabilon. Sevel a ra Naboukadnesar ur c'hreñvlec'h e Riblah, el Liban da zerc'hel gwelloc'h ar vro. Mes ne vir ket ouzh rouanez vihan ar vro da genderc'hel d'en em sevel en e enep ha da vezañ nec'hamant pennañ ar roue. Tarzhañ a ra un emsavadeg e Babilonia e 593, ha mouget eo gant feulster.

En 589 e oa kemeret Gaza gant Henegiptiz, ha lakaat a rejont seziz war Tir ha Sidon. Kevrediñ a reont goude gant ar Fenikianed, ha Sidkia[7] roue nevez Juda, bet lakaet war an tron gant Naboukadnesar koulskoude. Distreiñ a ra neuze Naboukadnesar e Riblah. Lakaat a ra seziz war Jeruzalem e 588, ha kemer ar gêr goude daou vloaz stourm. Lazhet eo mibien Sedekias, hag ar roue e-unan zo muturniet ha kaset da Vabilon gant ar pep brasañ eus renkadoù uhel ar rouantelezh. Devet eo Jeruzalem goude. Lakaat a ra seziz war Tir ivez. N'eo ket a-raok trizek vloaz avat e c'hall arme ar roue antreal er gêr-se.

E 585 ez a Naboukadnesar da dredeog en un dizemglev etre e gevredad, Kiaksares, roue ar Veded, da Aliattes, roue Lidia, ha tennañ a ra e vad eus an degouezh da gemer un nebeud kêrioù e Kilikia. Nebeut goude en em sav Palestina e 582 ar pezh a redi ar Vabiloniz da zistreiñ eno. Ne wella an traoù evit Nevezimpalaeriezh Babilonia nemet e 568, pa drec'h Naboukadnesar an Henegiptiz e Gaza.

N'eo ket gwall sklaer fin ren Naboukadnesar. Gouzout a reer e varvas e 562 e Babilon, diwar ur barrad kleñved marteze. E vab Amêl-Mardouk (Evil-Merodach) ne chomas nemet daou vloaz war an tron. Heuliet eo ren Naboukadnesar gant ur prantad distabilded. Daou daol-Stad zo sevenet e -560 ha -556, ha kalz eneberezh zo ouzh ar roue nevez. Koulskoude ne gouezh ket an impalaeriezh savet gant Naboukadnesar hag e dad en he foull. E -539 e kemer Kirus II, roue Persia, kêr Babilon ha da-heul holl an impalaeriezh. Ren Naboukadnesar zo bet ur bazenn e kreñvadur hag e stabiladur an impalaeriezhioù brasoc'h-bras a ziwan er Reter-Kreiz adalek ar c'hentañ milved a-raok J.-K., etre hini an Asirianed hag hini ar Bersed.

  1. Anton Nyström, Allmän kulturhistoria eller det mänskliga lifvet i dess utveckling, bd 2 (1901)
  2. Dictionnaire Breton-Français, R. Hemon, 1997, p 254
  3. Harper, R.F. meneget e Peet, Stephen Denison (editor). 1900. “Editorial Notes,” The American Antiquarian and Oriental Journal. New York: Doubleday, levrenn XXII, May and June. p. 207.
  4. Lamb, Harold. 1960. Cyrus the Great. New York: Doubleday, p. 104.
  5. Schrader, Eberhard. 1888. The Cuneiform Inscriptions and the Old Testament. London: Williams and Norgate, p. 48 (footnote).
  6. Chicago Assyrian Dictionary sub Kudurru Ca5'
  7. Troidigeah an testamant Kozh gant An tour-Tan, levrenn, p 70, kinnig Levr ar profed Yirmia