Montanel
Montanel | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
Bro | Normandi Avranchin |
|
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Normandi | |
Departamant | Manche | |
Arondisamant | Avranches | |
Kanton | Saint-James | |
Kod kumun | 50337 | |
Kod post | 50240 | |
Maer Amzer gefridi | Brigitte Chrétien 2014-2016 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de Saint-James | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 381 ann. (2014)[1] | |
Stankter | 25 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 19 m — brasañ 124 m | |
Gorread | 15,40 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Montanel a oa ur gumun eus departamant Manche e Bro-C'hall. Bodet e oa gant c'hwec'h kumun-all d'ar 1añ a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez: Saint-James[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1943: d'an 28 a viz C'hwevrer e tarzhas un nijerez-bombezañ ponner Stirling marilhet R9349 ha kodet WP-U eus 90 Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) a-us da Montanel; lazhet e voe pemp nijour (pevar eus ar Royal Air Force hag unan eus ar Royal New Zealand Air Force, douaret int en Avranches); an daou nijour all a c'hellas implijout o harz-lamm, roet e voent d'an archerion c'hall gant tud eus ar vro, hag an archerion a roas anezho d'an Alamaned. Skoet e oa bet an nijerez gant ar Flak a-us da Roazhon p'edo o tistreiñ eus un dagadenn e Sant-Nazer;
- 1944: c'hwec'h den nann-soudard a varvas e Montanel abalamour d'ar brezel, unan e miz Ebrel, daou e miz Mae, unan e miz Even ha daou d'an 3 a viz Eost, lazhet holl gant bombezadegoù; unan anezhe a oa bet ganet e Felger[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Intron-Varia.
- Porrastell ar presbital kozh.
- Kastell La Touche-Villeberge hag e chapel.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs 1962-2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | 2016 | Brigitte Chrétien | digostezenn | |
? | Meurzh 2001 | Claude Bailleul | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |