Avranchin
Neuz

Avranchin zo un tolead eus Normandi, en-dro da Avranches. Klotañ a ra gant bro ar bobl c'halian Abrincatui, ha gant ul lodenn vat eus eskopti kozh Avranches.
Bet e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 867, goude feur-emglev Compiègne (867), e voe asantet galloud Salaun, Roue Breizh, gant Karl Voal, roue ar Franked. Bretoned ha deroù ur galloud breizhek a voe anezho en a-raok koulskoude. Ar C'hotentin, pelloc'h eus kreiz ar galloud breizhat o sevel, a oa meret gant ur Breizhad e dibenn an VIIIvet kantved da skouer.
E 933, an darn vrasañ eus an Avranchin a voe staget ouzh Dugelezh Normandi gant Gwilherm Iañ Normandi. Astennet e voe galloud Dugelezh Normandi, hag an Avranchin gant-se ledanaet, betek ar C'houenon ha Menez-Mikael-ar-Mor e 1009.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Essai sur l'histoire de l'industrie du bocage, Richard Seguin, Olivier Basselin, Vire, Adam, 1910
- Histoire du Mont Saint-Michel et de l'ancien diocèse d'Avranches, Jean Jacques Desroches, 1838
- Avranchin monumental et historique, Édouard Le Héricher, 1845
- Les Bretons dans les diocèses d’Avranches et de Coutances (950-1200 environ) : une approche onomastique de la question de l’identité, Éric Van Torhoudt, 2008