Mitologiezh Breizh
- Arabat droukveskañ gant Danvez Breizh
Mitologiezh Breizh eo hollad kredennoù ha mojennoù Breizh. Pobloù kelt an Arvorig o devoa dija eus ur mitologiezh keltiek gant doueed ha boudoù liammet gant lidoù an natur, hag e chom nebeut roudoù anezhi gant Sent Breizh. An diazez mitodologiel-se a oa boutin d'ar bobloù a-bep tu eus Mor Breizh (dreist-holl lid an Dioskured pe gevelled doueel) a zo degemeret gant ar Romaned ha kristeniekaet goude-se. Kollet ez eus bet an darn eus an danevelloù bras dre distruj pe troidigezh al lec'hioù-lid pagan d'ar relijion nevez.
Pobladur an Arvorig gant ar Vretoned a zispleg perak eo kendalc'het gant al lidoù broadel evel an Troveni e Lokronan-Koad-Nevet pe hini an Tro Breizh. Mojenn ar roue Brutus a vez skignet evit reiñ orinoù troian d'ar vretoned, a-raok bezañ disoñjet hag erlec'hiet gant Konan Meriadeg en Xvet kantved, hag a ro tro da zisplegañ tro-ha-tro kristeniekadur ar vro hag ar yezh.
An danevelloù-se a zo diazezet war istorioù pobladur Breizh pe Ledaw (Litau, Letavia). Staliadur ar britoned adal Breizh-Veur adalek ar Patrom:IVre kantved, e-serr ar rouantelezhioù ledet a-bep tu da Vor Breizh (Gerontius), a wel kredennoù kristen o emledañ tro-dro Mor Breizh, gant ul lodenn o vezañ distro Danvez Breizh. Mojenn ar Roue Arzhur a zo skignet kreñv en Dugelezh Breizh er Grennamzer, dreist-holl dre barzhonegoù Marie de France. Familhoù noblañsoù bras ar re Laval ha Rohan a implij ar vojenn evit sevel klemm war an douaroù arzhurel e Breizh e fin ar XVvet kantved, mare ma vez kavet ar c'hentañ skridoù a gont Mojenn Kêr-Is.