Mont d’an endalc’had

Gerontius

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gerontius (marvet e 411) a oa un ofiser roman eus ar IVvet kantved en arme Constantinus III.

Genidik e oa eus kreisteiz Galia pe eus Spagn.

Aet e oa a du gant Kustentin e 407, evit sevel un impalaeriezh galian, distag eus an impalaeriezh roman. Goude ez eas a-du gant Maximus Hispania.

Mes, pa'z en devoa asantet Kustentin bezhañ gwelet evel kenseurt gant Honorius, ha savet Kezar e vab Constans, Gerontius ec'h eas en fulor hag e lazhas Constans, hag e savas Maximus aogust = impalaer, e bro Spagn.

Lakaat e ra seiziz war Arle, kêrbenn Gerontius, gant ul lodenn an arme galian aet a du gantañ a-enep KustenTin. Mes ret e oa dezhañ sevel ar seiziz dirak Constantius, jeneral evit Honorius.

E ben ar fin, Gerontius a zo bet dilosket gant e soudarded, tremenet a du gant Constantius, hag ne chome gantañ nemet en em zistrujañ, ene zi, e bro Spagn.