Michele Mazzarino
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Michel Mazarin |
Anv-bihan | Michel |
Anv-familh | Mazzarino |
Deiziad ganedigezh | 1 Gwe 1605 |
Lec'h ganedigezh | Pescina |
Deiziad ar marv | 31 Eos 1648 |
Lec'h ar marv | Roma |
Breur pe c'hoar | Giulio Mazzarino |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | beleg katolik |
Implijer | Pontifical University of Saint Thomas Aquinas |
Karg | Catholic archbishop, Kardinal |
Relijion | Iliz katolik roman |
Urzh relijiel | Urzh ar vreudeur prezegerien |
Consecrator | Girolamo Grimaldi-Cavalleroni, Alfonso Sacrati, Ranuccio Scotti Douglas |
Alessandro Mazzarino, anavezetoc'h evel Michele Mazzarino (Pescina, 1añ a viz Gwengolo 1605 – Roma, 31 a viz Eost 1648), a oa ur beleg dominikan, arc'heskob Ais de Provença.
Giulio Mazzarini (1602-1661), kardinal, diplomat ha ministr, a oa e vreur.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet e Pescina, e Rouantelezh Naplez, gant Pietro Mazzarini hag e bried Ortensia Buffalini, met e Roma e voe desavet. E vamm a oa eus un tiegezh a renk uhel, a orin eus Città di Castello en Umbria, ha filhorez e oa da Filippo Iañ Colonna, konestabl Napoli. C'hwec'h bugel a oa en tiegezh, Giulio Mazzarino e oa an henañ, ha Michele an eil.
E 1620 ec'h eas da skol Urzh an Dominikaned e kouent penniliz Santa Maria sopra Minerva e Roma hag eno e kemeras an anv Michele. E 1624 ec'h eas da Viterbo ha Bologna da echuiñ e studi. Beleget e voe e 1628, oadet a 23 bloaz, ha kelennan doueoniezh hag ar brederouriezh a reas e meur a skol dalc'het gant an Dominikaned, ma voe fiziet meur a garg a bouez dezhañ.
-
An iliz Santa Maria sopra Minerva
Anvet e voe da vestr ar palez sakr gant ar pab Urban VIII, ha gant Inosant X da arc'heskob Ais de Provença e 1645, ma chomas betek e dremenvan, da gardinal, da vesroue Katalonia ha da gannad e Roma.
E miz Genver 1648, goude bezañ bet anvet da vesroue Katalonia, ec'h eas da Varcelona. Klañvaat a eure eno, ha ret e voe dezhañ dilezel e garg. Distreiñ da Roma a reas, ha mervel eno d'an 31 a viz Eost 1648.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) 'Mazzarino, Michele en Dizionario Biografico degli Italiani, levrenn 72 (2008). Kavet : 02/02/2024.