Santa Maria sopra Minerva

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz Santa Maria sopra Minerva, e Roma

Santa Maria sopra Minerva a zo ur benniliz eus Roma war ar blasenn anvet piazza della Minerva e karter ar Pantheon.

Savet eo bet en VIIIvet kantved, adsavet en XIIIvet kantved, nevesaet meur a wech betek an XIXvet kantved. E-touez an nebeud ilizoù e Roma o vezañ gotek evit al lodenn vrasañ anezhi. Evel kalz ilizoù eus he mare e Roma e oa bet savet war ul lec'h azeulerezh kozh dediet d'an doueez roman Minerva.

Ne ouzeer ket kaz tra a-zivout templ Minerva z vije bet savet gant Pompeius war-dro 50 kent JK.Bet ze eus bet ivez un templ dediet da Isis ha Serapis war al lec'h rak kavet ez eius bet un obeliks egiptat e liorzh kouent an dominikaned e-kichen an iliz. Roet eobet al lec'h da venec'h deuet eus ar Reter gant ar Pab Zakarias (741-752). Ne chom roud ebet eus an iliz kentañ-se. Ar savadur a-vremañ a zo oberenn an dominikaned a resevas an dachenn digant ar Pab Aleksandr IV en XIIIvet kantved hag a savas un iliz hag ur gouent eno.

Daou lean, Fra Sisto Fiorentino ha Fra Ristoro da Campi, hag o doa labouret evit sevel iliz sant Maria Novella e Firenze a grogas da labourat war ar savadur nevez e 1280 pa oa Nikolaz II Pab. ar Pab Bonifas VIII a roas skoazell arc'hant bras hag echu voe al labourioù e 1370.

Nevesaet e voe goude gant Carlo Moderno a roas dezhi un talbenn klasek ha c'hoazh en XIXvet kantved en ur stumm nevez-gotek. An dorioù zo eus ar XVvet kantved.

E 1557 e voe staget un titl a gardinal ouzh Santa Maria sopra Minerva gant ar Pab Paol IV.

Santez Katarina a Siena, a varvas er gouent e-kichen e 1380, a zo beziet en ur chapel bet savet e 1637 diwar disentez ar c'hardinal Antonio Barberini.

Fra Angelico a zo beziet en ur chapel e tu kleiz ar chantele.

Er chantele e kaver ivez bezioù ar bibien Paol IV, Leon X ha Klemañs VII bet savet gant Antonio da Sangallo yaouank e 1541. Kalz bezioù tud veur aDoskana a gaver en Iliz a oa hini broad Firenze a-raoak ma voe savet iliz San Giovanni Battista dei Fiorentini.

Daou sened-kardinaled a voe dalc'het e sekretiri an iliz . An hini a zilennas ar Pab Ujan IV e miz Meurzh 1431 hag an hini a zilennas ar Pab Nikolaz V e miz Meurzh 1447.

Kalz bezioù heverk hag oberennoù kaer a gaver er chapelioù niverus.