Mont d’an endalc’had

Minerva

Eus Wikipedia
Minerva
Doueez, doue ar brezel, doueelezh roman
Rann eusDii Consentes Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv er yezh orinMinerva Kemmañ
TadYaou Kemmañ
MammMetis Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Lec'h labourHenroma Kemmañ
Azeulet gantrelijion Henroma Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueartisan, trade, barzh, kelenner Kemmañ
Diazezet warMenrva Kemmañ
Labour da-heulQ55010237 Kemmañ
Lavinia Fontana, Minerva o wiskañ he dilhad, 1613, Galeria Borghese, Roma.

Minerva (Μινέρβα en henc'hresianeg), merc'h da Yaou, a oa anv an doueez Atena gant ar Romaned.

Doueez ar furnez, ar skiantoù, an arzoù, ar brezel e oa, hag ivez hini an dimezioù, hag ar ganedigezhioù.

Hogen diaes kavout doareoù disheñvel etre doueez Hellaz kozh ha hini Roma.

Doueez roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Minerva eus hini an doueez etrusk Menrva. Mesket e vije bet an anv gant o ger "mens" (spered) dre ma’z eo ivez doueez ar meiz.

Gant an anv Minerva Medica, e voe gwarezerez ar vezeien.

E Roma e veze enoret war ar menez Kapitol, adalek an 19 betek an 23 a viz Meurzh, deizioù a oa bet anvet Quinquatria, war-lerc'h Idoù Meurzh. Gouelioù all a oa, ar Minusculæ Quinquatria, war-lerc'h Idoù Mezheven, d'an 13 eus ar miz, gant fleütourien, a veze alies el lidoù relijiel.


E 207 kent JK e voe savet ur gevrenn barzhed hag aktourien da ober lidoù e templ Minerva war ar menez Aventin. En o zouez e oa Livius Andronicus. Ur seurt kreizenn sevenadurel a bouez e oa templ Minerva an Aventin da arzourien ar Republik Roman. Enoret e veze Minerva er menez Kapitol, e templ Minerva Medica, ha gant Yaou ha Junon e oa e Triad ar C'hapitol (Triada capitolina).

Azeulet e veze ivez er "Delubrum Minervæ", un templ savet war-dro 50 kent JK gant Pompeius e-lec'h ma voe savet diwezahtoc'h iliz Santa Maria sopra Minerva, tost d'ar Piazza della Minerva a vez gweladennet hiriv nepell diouzh ar Pantheon.

Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.