Mont d’an endalc’had

Michele Mazzarino

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Michele Mazzarini)
Michele Mazzarino
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMichel Mazarin Kemmañ
Anv-bihanMichel Kemmañ
Anv-familhMazzarino Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gwe 1605 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPescina Kemmañ
Deiziad ar marv31 Eos 1648 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Breur pe c'hoarGiulio Mazzarino Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherbeleg katolik Kemmañ
ImplijerPontifical University of Saint Thomas Aquinas Kemmañ
KargCatholic archbishop, Kardinal Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Urzh relijielUrzh ar vreudeur prezegerien Kemmañ
ConsecratorGirolamo Grimaldi-Cavalleroni, Alfonso Sacrati, Ranuccio Scotti Douglas Kemmañ

Alessandro Mazzarino, anavezetoc'h evel Michele Mazzarino (Pescina, 1añ a viz Gwengolo 1605Roma, 31 a viz Eost 1648), a oa ur beleg dominikan, arc'heskob Ais de Provença.

Giulio Mazzarini (1602-1661), kardinal, diplomat ha ministr, a oa e vreur.

Ganet e oa bet e Pescina, e Rouantelezh Naplez, gant Pietro Mazzarini hag e bried Ortensia Buffalini, met e Roma e voe desavet. E vamm a oa eus un tiegezh a renk uhel, a orin eus Città di Castello en Umbria, ha filhorez e oa da Filippo Iañ Colonna, konestabl Napoli. C'hwec'h bugel a oa en tiegezh, Giulio Mazzarino e oa an henañ, ha Michele an eil.

E 1620 ec'h eas da skol Urzh an Dominikaned e kouent penniliz Santa Maria sopra Minerva e Roma hag eno e kemeras an anv Michele. E 1624 ec'h eas da Viterbo ha Bologna da echuiñ e studi. Beleget e voe e 1628, oadet a 23 bloaz, ha kelennan doueoniezh hag ar brederouriezh a reas e meur a skol dalc'het gant an Dominikaned, ma voe fiziet meur a garg a bouez dezhañ.

Anvet e voe da vestr ar palez sakr gant ar pab Urban VIII, ha gant Inosant X da arc'heskob Ais de Provença e 1645, ma chomas betek e dremenvan, da gardinal, da vesroue Katalonia ha da gannad e Roma.

E miz Genver 1648, goude bezañ bet anvet da vesroue Katalonia, ec'h eas da Varcelona. Klañvaat a eure eno, ha ret e voe dezhañ dilezel e garg. Distreiñ da Roma a reas, ha mervel eno d'an 31 a viz Eost 1648.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]