Merry Christmas, Mr. Lawrence

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Merry Christmas, Mr. Lawrence

Talbenn orin Merry Christmas, Mr. Lawrence

Doare Brezel, drama

Filmaozour Nagisa Ōshima

Senario Nagisa Ōshima
Paul Meyersberg
Oberenn orin The Seed and the Sower (romant, 1963)
gant Laurens van der Post

Padelezh 123 munutenn
Produerezh
Produour Jeremy Thomas

Kevredadoù produiñ • Cineventure Productions
Recorded Picture Company
Asahi National Broadcasting Company
• Oshima Productions

Kevredad dasparzhañ Soprofilms
Aozerezh
Rener ar skeudenniñ Tōichirō Narushima

Frammer Tomoyo Oshima

Aozer ar sonerezh orin Ryūichi Sakamoto

Ijinour ar son Akira Honma

Kinklour Jusho Toda

Dilhataerien Christine West
Kazuo Matsuda
Norman Forsey
Leslie Gilda

Perukennerez Glenys Daly

Farderien Anthony Clavet
Robern Pickering
Bryony Hurden,

Lec'hioù filmañ Auckland (Zeland-Nevez)
Rarotonga (Inizi Cook)
Er salioù sinema
10 a viz Mae 1983 (Festival de Cannes)

28 Mae '83 Banniel Japan Japan
1añ Mez '83 Bro-C'hall Bro-C'hall (Furyo)
9 Mez '83 Izelvroioù Izelvroioù
17 Mez '83 Banniel Danmark Danmark
25 Eos '83 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
26 Eos '83 Banniel Sveden Sveden
2 Gwe '83 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet[1]
8 Gwe '83 Banniel Belgia Belgia
22 Gwe '83 Banniel Aostralia Aostralia
14 Her '83 Banniel Finland Finland

Merry Christmas, Mr. Lawrence (Nedeleg laouen, Aotrou Lawrence e brezhoneg ; Senjō no Merī Kurisumasu 戦場のメリークリスマス e japaneg) zo ur film sevenet gant ar filmaozour japanat Nagisa Ōshima[2] e 1983.

E broioù 'zo e oa bet divizet envel ar film Furyo (俘虜 e japaneg) diouzh an anv a veze graet eus ar brizonidi vrezel gant ar soudarded japanat e-pad an Eil Brezel-bed.

Ar sonerezh er film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus eo ken ez eo ar sonerezh a oa bet aozet gant Ryūichi Sakamoto e-unan (o terc'hel roll ar c'habiten Yonoi ivez) : n'eo ket gaou lavaret en devoa graet berzh ar film a-drugarez dezhañ ivez. Ken ma voe tapet ar BAFTA Award for Best Film Music gant ar sonaozer japanat.

  1. Merry Christmas Mr. Lawrence,
  2. Batavia,
  3. Germination,
  4. A Hearty Breakfast,
  5. Before the War,
  6. The Seed and the Sower,
  7. A Brief Encounter,
  8. Ride, Ride, Ride (Celliers' Brother's Song),
  9. The Fight,
  10. Father Christmas,
  11. Dismissed,
  12. Assembly,
  13. Beyond Reason,
  14. Sowing the Seed,
  15. 23rd Psalm,
  16. Last Regrets,
  17. Ride, Ride, Ride (Reprise),
  18. The Seed,
  19. Forbidden Colours.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1942, e Jawa (Indonezia). E penn ur c'hamp prizonidi vrezel emañ ar c'habiten japanat Yonoi, un den yaouank ran gant an enor hag ar genurzh. Fae a ra ouzh ar brizonidi dre n'eo ket evit kompren n'o defe ket klasket en em lazhañ e-lec'h bezañ tapet. Dibabet eo da vont da vBatavia da skoazellañ prezidant al lez-brezel a rank barn un ofiser breizhveuriat — ar major Jack Celliers — a oa en em zaskoret d'an arme japanat. Ken hoalet ha strafuilhet eo gant emzalc'h her an ofiser saoz ma salv Yonoi buhez e enebour : kaset eo Celliers d'e gamp.

Eno e c'han, buan a-walc'h, darempredoù iskis etre ar prizoniad nevez-arruet hag e vac'her, pep hini anezhe rannet e askre gant darvoudoù kriz c'hoarvezet da vare o yaouankiz. E-kreiz ar stad-se emañ ivez John Lawrence, un uhelofiser hag a gomz japaneg flour dre ma oar mat diouzh sevenadur Japan hag ar serjant Gengo Hara, un isofiser blech e karg eus ar warded japanat. Delc'her penn a ra Jack Celliers ouzh Yonoi bet komprenet emañ hemañ dindan gazel-ge gantañ.

Un deiz, gourdrouz a ra Yonoi dibennañ ar c'habiten Hicksley – komandant ar brizonidi – ma ne ziskuilh-eñ ket pet arbennigour war an armoù ez eus en o zouez. Dont a ra Celliers da bokat d'ar c’habiten japanat ouzh e zivrudañ dirak an holl brizonidi ha soudarded bodet. Erlec'hiet eo Yonoi gant un ofiser all hag a c'hourc'hemenn ma vo douaret korf Jack Celliers, nemet e benn, betek ma tremeno. Mervel a raio Yonoi ivez kent dibenn ar brezel, bet dalc'het gantañ ur guchenn bet troc'het eus pennad-blev Celliers p'edo war e dremenvan en e doull.

Diwezhatoc'h, e 1946, en do Lawrence amzer da weladenniñ ar serjant Hara en e gell ha da doullañ kaoz gantañ a-raok bezañ kaset d'ar marv. Oc'h ober meneg eus an noz Nedeleg p'en doa divac'het Celliers ha Lawrence, hag eñ mezv-dall, e taol dezhañ : « Merry Christmas! Merry Christmas, Mr Lawrence! » da gimiadiñ...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

David Bowie[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E barr e vrud e oa ar c'haner saoz e 1983. E miz Ebrel e oa deuet e-maez Let's Dance, e bemzekvet albom studio enrollet e Manhattan e-kerzh miz Kerzu 1982. N'en devoa ket kavet e hent evel aktour filmoù hir c'hoazh, bet kemeret gantañ en oberennoù dister pe zisteroc'h — The Man Who Fell to Earth (1976), Schöner Gigolo, armer Gigolo (1978), Christiane F. – Wir Kinder vom Bahnhof Zoo (1981) — betek neuze. Gant perzh an disuj a vajor Jack Celliers e tiskouezas pegen dibar e c'helle bezañ e skodenn d'ar Seizhvet Arz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dalc'het e voe ar gentaenn d'ar 26 a viz Eost.
  2. Skoazellet gant Roger Pulvers ha Lee Tamahori.