Mont d’an endalc’had

Maschinengewehr 34

Eus Wikipedia
Maschinengewehr 34
Skeudenn ar pennad Maschinengewehr 34

Ur vindrailherez Maschinengewehr 34
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Mont en-dro Mindrailherez
Munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser
Produerien Waffenwerke Brünn
Mauser Werke AG
Rheinmetall-Borsig AG
Steyr-Daimler-Puch
Mare produiñ 1935-1945
Niver produet 577.120
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 12,1 kg
Hirder 1.219 mm
Hirder ar c'hanol 527 mm
Perzhioù all
Tizh o vont e-maez 762 m/s
Lusk-tennañ teorikel Etre 800 ha 900 tenn/mn
Endalc'h Gourizoù 50 kartouchenn a c'haller stagañ an eil ouzh egile evit ober bandennoù 250 pe 300 kartouchenn
Karger ront 50 pe 75 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Maschinengewehr 34, anvet ivez MG34, a oa mindrailherez standart en arme alaman eus 1935 betek 1945.

E dibenn ar bloavezhioù 1920 e klaskas ar Reichswehr ur vindrailherez nevez evit kemer plas an MG 08/15 savet da vare ar Brezel-bed Kentañ. War ar c'haier-kargoù e oa meneget e ranke an arm nevez bezañ yenaet dre aer, bezañ cheñchet e ganol aes, bezañ savet war garbedoù, ha bezañ implijet evel arm a-enep ar c'hirri-nij. E 1930 e krogas an arme da implijout an MG13 deveret eus an Dreyse 1912, met er memes koulz e voe savet ur vindrailherez all gant an embregerezh Rheinmetall. Kinniget e voe d'an arme ha dibabet e voe evel mindrailherez standart e 1934 dindan an anv MG 34[1].

Mindrailherez diazez ar c'hevrennoù-emgann alaman (10 soudard) e teuas da vezañ. 3 den a oa karget d'ober war he zro e pep kevrenn. Gellet a rae bezañ implijet evel mindrailherez ponner savet war ur fust Lafette 34 (stumm s.MG) pe evel mindrailherez skañv (stumm l.MG) war un daoubez. War an talbenn e tiskouezas bezañ un arm a galite uhel ha fiziapl, met e broduiñ luziet hag he c'houst uhel[2] a lakaas ar Reich da lakaat sevel an MG42 da gemer he flas adalek 1942[1]. Implijet e voe an MG34 betek fin an Eil Brezel-bed memestra.

Implij war garbedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl dankoù alaman produet adalek ar Panzerkampfwagen I betek fin an Eil Brezel-bed (Panzerkampfwagen VI Tiger II) a zo bet montet warne ur vindrailherez MG34 pe meur a hini evel adarm[3]. Implijet eo bet ivez war garbedoù all evel ar Schützenpanzerwagen Sd.Kfz. 251(stummoù A, B ha C). Stummoù an MG34 azasaet ouzh ar c'harbedoù a oa anvet Panzerlauf pe Panzermantel.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) LE SANT Tanguy, Les armes du 6 juin 1944 et de la bataille de Normandie, e Gazette des armes n°575, miz Even 2024, p.28
  2. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 254
  3. (fr) FOSS Christopher F., Chars de la Seconde Guerre Mondiale, PML Éditions, 1994, pp. 32-57
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan