Marlin Model 60

Eus Wikipedia
Ur garabinenn Marlin Model 60 en he stumm orin (1960-1985).

Ar Marlin Model 60, anvet ivez Marlin Glenfield Model 60, zo ur garabinenn stadunanat damaotomatek kambret e .22 Long Rifle. Produet eo bet da gentañ gant Marlin Firearms e North Haven (Connecticut) ha goude gant Remington e Huntsville (Alabama) hag e Mayfield (Kentucky) eus 1960 betek 2020. Ar Marlin Model 795 zo deveret eus ar Model 60. Unan eus an armoù-skoaz gwerzhet ar muiañ er bed en e galibr eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e oa bet ar Model 60 gant Ewald Nichol e 1959 diwar ar garabinenn Marlin Model 99 produet etre 1959 ha 1961. Implijout a rae ar Micro-Groove brevedet gant Marlin, da lavaret eo rizennoù bihanoc'h er c'hanol a oa sañset lakaat an arm da vezañ resisoc'h.

Meur a stumm eus ar Model 60 zo bet abaoe 1960, met e 1985 e oa bet degaset ar cheñchamantoù pouezusañ : ur c'harger korzennek berroc'h (15 kartouchenn ennañ e-lec'h 18) hag ur morailh a chome hanter-zigor pa oa goullo ar c'harger.

11 milion a garabinennoù Model 60 zo bet gwerzhet abaoe 1960 hervez Marlin[1]. Un arm poblek eo e Stadoù-Unanet Amerika evit an dudiamant pe chase al loened gwelet evel noazhus.

E 2020 e voe gwerzhet Marlin da Sturm, Ruger & Co. pa reas Remington freuz-stal. Un harz a voe lakaet war broduiñ ar Model 60, dre ma oa e kevezerezh gant ar Ruger 10/22.

Perzhioù nesañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div Marlin Model 60 : unan gozh (a-us), produet etre 1960 ha 1985, dezhi ur c'harger korzennek 18 kartouchenn ken hir hag ar c'hanol ; hag ar stumm nevesañ (dindan) produet etre 1985 ha 2020. War homañ eo berroc'h ar c'harger korzennek evit ar c'hanol.
  • karabinenn damaotomatek kambret e .22 Long Rifle
  • karger korzennek 18 tenn (a-raok 1985) pe 15 tenn (goude 1985)
  • lamm e koad stumm Monte-Carlo
  • mas : 2,5 kg
  • hirder : 1.029 mm (a-raok 1985), 953 mm (goude 1985)
  • hirder ar c'hanol : 559 mm (a-raok 1985), 483 mm (goude 1985)
  • kouch a c'haller reoliañ
  • boutoñs-surentez a-dreñv d'an draen


Stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Model 60 (stumm orin)
  • Model 6082, stumm 1982 e koun an U.S. Cavalry
  • Model 60C, liv darguzhat
  • Model 60SN, dezhi ul lamm e gwienn-wer
  • Model 60SB, e dir divergl
  • Model 60DL, gant ul lamm koad kraoñ
  • Model 60SS
  • Model 60SSK
  • Model 60S-CF
  • Model 60DLX

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pajenn Rimfire war lec'hienn Marlin Firearms (lennet d'an 20/01/2024) (saozneg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan