Marion ar Faoued
Marion ar Faoued pe Marionig ar Faoued (Marie Louise Tromel er marilh), ganet d'ar 6 a viz Mae 1717 er Faoued (Kernev), ha marvet ouzh ar groug e Kemper d'an 2 a viz Eost 1755, a oa e penn ur vandennad laeron hag a rae he reuz e Kernev hag e Bro-Wened en hanterenn gentañ an XVIIIvet kantved. Manet eo bev hec'h eñvor, lakaet da vezañ ur seurt Robin Hood, pa ne laere ket ar re baour a-hervez, ha barrek da ziflipañ kuit a-dre krabanoù an archerien.
Bandennad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn miz Mae 1748, François Mahé hag Yves Bulze, daou waz eus he bandenn, lakaet da varv e Gwened, a voe skourret ouzh ur wezenn-derv ha lezet da vreinañ en ur c'hroashent eus an hent roueel kozh a gas eus Kemperle da C'hourin, un nebeud kantadoù a vetradoù en hanternoz da gêriadenn Sant-Urloù e trev Lannejenn [1].
-
Germain David-Nillet : Ti Marion ar Faoued (war-dro 1913, eoullivadur, Mirdi ar Faoued).
-
An Hôtel des Trois-Piliers er Faoued (distrujet en 1878), m'en em vode bandenn ar Finefont.
-
An Tour du Chatel, rann eus al leurgêr Sant-Kaourintin, e Kemper, ma voe lakaet Marion d'ar marv.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Corinne ar Mero, Marion ar Faoued, Rummad "C'hwiled", TES, 2010
- Agnès Audibert: Marion du Faouët, Gisserot[2].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deux héros de Bretagne. Le marquis de Pontcallec et Marion du Faouët – histoire et mémoires.
- (br) Nikolaz Graignic, Marion ar Faoued - An Istor Livet, Brezhoweb, 10 a viz Here 2024 (pe war YouTube)