Mont d’an endalc’had

Man Ray

Eus Wikipedia
Man Ray e Pariz e 1934

Emmanuel Rudzitsky, lesanvet Man Ray a zo bet ganet d’ar 27 a viz Eost 1890 e Philadelphia ha marv d’an 18 a viz Du 1976 e Pariz. Ul livour, luc’hskeudenner ha filmaozer filmoù dada ha dreistrealour eo.

Kregiñ a reas gant e vicher e New York gant e vignon Marcel Duchamp. An daou anezho a savas rann amerikan dada. Ul levr a lakaas embann diwar-benn luskad dada New York e 1920 met ne reas ket berzh : « Ne c’hell ket dada bevañ e New York » a lavaras. Tilestrañ a reas en Harv-Nevez(Havre) hag e tapas an tren da vont da Bariz, eno e voe degemeret gant Marcel Duchamp. Er memes devezh e kejas Man ray ar strollad dreistrealour : Louis Aragon, André Breton, Paul Éluard ha Gala, Théodore Fraenkel, Jacques Rigaut ha Philippe Soupault. En em staliañ a reas e karter Montparnasse, kejañ a reas ouzh ar ganerez Kiki de Montparnasse hag e kouezhas e karantez ganti. Kejañ a reas ivez ouzh ar gwrier Paul Poiret. Meur a luc’hskeudenn tapet gantañ a voe embannet e kelaouennoù krouiñ dilhad, hag a-drugarez dezho e teuas da vezañ brudet. Gwech ebet ne zeuas a-benn da dennañ poltred Poiret. Pa varvas Poiret e kasas Man Ray poltred mezeg ar gwrier d’ar c’hazetennoù ha e lakaas ar gazetennerien da grediñ e oa poltred Poiret. Embannet e voe ar poltred. Asambles gant Jean Arp, Max Ernst, André Masson, Joan Miró ha Pablo Picasso e kinnigas e oberennopù e-kerzh an dikouezadeg dreistrealoutr kentañ e diskouezva Pierre e Pariz e 1925. A-drugarez d’e vignoniezh gant Marie-Laure de Noailles, ec’h aozas e film kentañ, Les Mystères du Château des Dés » e ditl, e 1928 (filmet e kenkiz ar familh de Noailles e Hyeres).

E-pad tregont vloaz e tennas poltred ur bern tud vrudet evel James Joyce, Gertrude Stein pe c’hoazh Jean Cocteau. Lakaat a reas ivez an arzourien dreistrelaour hag he skorerez Berenice Abbott da anavezout oberenn Eugène Atget. E 1934 e tennas skeudennoù Meret Oppenheim, hag ar rummad noazhennoù-se a zeuas da vezañ e rummad brudetañ.

Salvador Dali ha Man Ray e Pariz e 1934

E 1940 e teuas a-benn Man Ray da vont betek Lisboa ha da lestrañ war-du ar Stadoù-Unanet, asambles gant Salvador Dalí, Gala hag ar filmaozour René Clair. Goude un nebeud deizioù e New York ez eas betek aod kornôg ar Stadoù-Unanet gant ar pal mont betek Tahiti. Met pa voe degouezhet e Hollywood e voe kinniget dezhañ diskouez e oberennoù hag e krogas da livañ en-dro. Degemeret e voe evel Satrap er Skolaj Patafizik e 1963. Mervel a reas d’an 18 a viz Du 1976 ha douaret e voe e bered Montparnasse (7vet rann). War e vez e c’haller lenn : Unconcerned, but not indifferent.

Bez Man Ray e bered
Montparnasse

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Traoù
  • « Danseuse de corde s'accompagnant de son ombre », 1916
  • « Autoportrait », assemblage, 1916
  • « Boardwalk », 1917
  • « Cadeau », fer gant tachoù, 1921
  • « Les Vingt jours de Juliette », 1952, andorenn
Luc’hskeudennoù
Poltred Marcel Duchamp, treuzwisket e Rrose Sélavy.
Taolennoù
  • « Le Beau temps », 1939
  • « Peinture naturelle », 1958
Tresadennoù
  • « Les Mains libres », gant testenneoù Paul Éluard, embannadurioù Jeanne Bucher, 1937
Levrioù
  • « Revolving doors », Embannadurioù Dreistrealour, 1917
  • « Les Champs délicieux », , 1922
  • « Man Ray photographs 1920-1934 », James Thrall Soby
  • « Facile with Paul Éluard », GLM, 1935
  • « La Photographie n'est pas l'art », GLM, 1937
  • « Alphabet for adults », Copley Galleries, 1948
  • « Photographs-Portraits », Prisma
  • « Autoportrait », 1963, Robert Laffont, 1964, adembannet gant Seghers e 1986

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.