Mont d’an endalc’had

Salvador Dalí

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Salvador Dali)
Salvador Dalí luc'hskeudennet gant Carl Van Vechten, 29 a viz Du 1939

Salvador Felip Jacint Dalí i Domènech, marquès de Dalí de Púbol (11 a viz Mae 1904 e Figueres23 a viz Genver 1989 e Figueres) a oa ul livour hag ur skrivagner katalan, unan eus an daou gannad pennañ eus ar surrealouriezh.

Tremenn 1 500 a daolennoù ha tresadennoù a reas e-pad e vuhez. Ur skrivagner e voe ivez, pa skrivas pennadoù evit kelaouennoù, ha levrioù.

Mab da Salvador Dalí i Cusi (1872-1950), un noter alvokad, ha da Felipa Domenech i Ferrés (1874-1921) e oa Salvador Dalí.

Unnek miz kent e c'hanedigezh e oa marvet e vreur henañ, anvet Salvador ivez, diwar ur barrad pilhonfo d'an oad a zaou vloaz. Un c'hoar en devoe e 1949, Anna María, a skrivas e 1983 ul levr diwar-benn he breur[1].

Strizh ha dichek e oa an tad, ar pezh a voe kempouezet gant ar vamm, a galonekaas he mab en e strivoù arzel.

  • 1914 : mont a reas Salvador Dalí da studiañ d'ur skol mariour aet da lik, an Institut Ramon Montaner e Figueres[2], ma kemeras perzh e krouidigezh ar gelaouenn Studium ha ma heulias kentelioù arzoù klasel ar c'helenner Juan Núñez. E 1916, e Cadaqués, e tizoloas livadurioù arnevez e amzer, hag e 1919 e voe diskouezet e oberennoù e C'hoariva-kêr Figueras.[2]
  • 1921 : mervel a reas mamm Salvador Dalí diwar ar c'hrign-bev.
  • 1922 : mont a reas ar c'hrennard da Vadrid ma krogas e studioù er Real Academia de Bellas Artes de San Fernando. E Madrid e kejas ouzh al luskad Dada, ouzh ar varzhed Federico García Lorca ha Rafael Alberti Merello, ouzh ar barzh ha livour José Moreno Villa hag ouzh ar filmaozour Luis Buñuel.

Emboltredoù a reas d'ar mare, ha bac'het e voe e-pad un nebeud mizvezhioù en abeg ma oa bet lakaet da zispac'her katalan. Skarzhet e voe eus skol-arzoù San Fernando e-pad ur bloavezh.[2]

  • 1924 : hag eñ 20 vloaz ha dianav c'hoazh, e reas Dalí skeudennoù evit ul levr anvet Les bruixes de Llers ("Sorserezed Llers") bet skrivet gant e vignon ar barzh Carles Fages de Climent.
  • 1925 : diskouezet e voe oberennoù al livour yaouank e ti Dalmau, e Barcelona.[2].
  • 1926 : skarzhet e voe Salvador Dalí da vat eus Akademiezh an Arzoù-kaer, nebeut amzer kent an arnodennoù diwezhañ, peogwir en devoa disklêriet ne oa den en Akademiezh a oa barrek a-walc'h d'e arnodenniñ[3].

En hevelep bloavezh ez eas da weladenniñ Pariz, ma kejas ouzh Pablo Picasso en devoa klevet anv eus Salvador Dalí digant al livour Joan Miró ; da heul ar gejadenn-se, e 1926 bepred, e livas an daolenn anvet Maouez gourvezet, e doare Pablo Picasso.[2][4] Meur a daolenn a voe livet gant Dalí e doare Picasso ha Miró kent kavout e zoare dezhañ, a voe anat adal ar bloavezh 1927.

  • 1928 : e Paris en em stalias Salvador Dalí. Eno e livas an daolenn anvet Beigneuse (sic)[5]. Dre Joan Miró e kejas ouzh ar Surrealourien, ar barzh gall Paul Éluard en o zouez.
  • 1929 : kenlabourat a reas al livour gant Luis Buñuel da sevel skrid ar film surrealour Un chien andalou ("Ur c'hi andalouzian").

E miz Eost 1929, pa 'z eas ar re Éluard da Gadaqués da weladenniñ Salvador Dalí, e c'hoarvezas taol-kurun ar garantez etre al livour katalan yaouank ha gwreg ar barzh gall, ar Rusianez Ielena Dmitrievna Delouvina Diakonova (1894-1982), anavezet dindan an anv Gala. Distreiñ da Baris a reas ar barzh, ha chom gant al livour a reas e wreg. Daoust d'an disparti e chomas liammoù start etre Gala ha Paul Éluard.

D'ar mare-se e tivizas al livour lezel e vourroù da greskiñ en ur stumm levezonet gant hini re al livour meur Diego Velázquez (1599-1660) ; hiziv an deiz ez eo trawalc'h gwelet stumm ar mourroù-se evit soñjal e Salvador Dalí.

Diskouezadegoù pouezus a voe aozet gant Gala, hag ez-ofisiel ez eas Dalí da ezel eus ar strollad surrealour, en devoa levezonet e labour e-pad an daou vloavezh kent. Broc'het e voe e dad hag e c'hoar outañ abalamour da gement-se, hag ivez en abeg d'e zarempred gant Gala, a oa dimezet c'hoazh.

  • 1930 : adarre e kenlabouras Salvador Dalí gant Luis Buñuel, evit sevel L'Âge d'or ("An Oadvezh aour"). Dalí ha Gala a feurmas tiig ur pesketaer e Port-Lligat, nepell diouzh Cadaqués e Katalonia. Dizale e voe prenet an dachenn ganto, ha brasaet an ti tamm-ha-tamm betek ober ur pezh mell kenkiz dioutañ.

E 1930 ivez e voe embannet levr kentañ al livour, La femme visible ("Ar vaouez hewelus"), e Paris.

  • 1931 : un eil levr a voe embannet, L'Amour et la mémoire ("Ar Garantez hag an eñvor").
  • 1935 : un trede levr, La Conquête de l'irrationnel ("Aloubiñ an anpoell"), a voe embannet e Paris ha New York.
  • 1936 : skarzhet e voe Salvador Dalí eus stollad ar Surrealourien gant André Breton, a damalle dezhañ bezañ a-du gant Adolf Hitler, ar pezh a voe nac'het gant al livour. Koulskoude e voe Dalí unan eus an nebeud arzourien gatalan a savas a-du gant Francisco Franco a-hed Brezel diabarzh Spagn (1936-1939). Beajiñ a-dreuz Europa a reas ar c'houblad, hag en Italia faskour e chomjont e-pad ur pennad. Levezonet e voe Salvador Dalí gant an taolennoù a welas e mirdioù Roma ha Firenze. E London e teskas a-zivout e vignon Federico García Lorca, a voe muntret gant dalc'hidi Francisco Franco e miz Eost.
  • 1937 : ur pevare levr, La Métamorphose de Narcisse ("Treuzfurmadur Narkissos"), embannet e Paris ha New York.
  • 1940 : pa weljont ar brezel o sevel en Europa ez eas Salvador Dalí hag e wreg d'ar Stadoù-Unanet. Eno e krogas al livour da skrivañ e vuhezskrid.
  • 1941 : diskouezadeg veur e Museum of Modern Art New York, a voe lakaet da veajiñ er Stadoù-Unanet betek 1943.[2]
  • 1942 : dimeziñ gant Gala a reas Salvador Dalí. Adskoulmet e voe liammoù gant e dad hag e c'hoar. Embannet e voe ar buhezskrid, The Secret Life of Salvador Dalí ("Buhez kuzh Salvador Dalí") e New York.
  • 1944 : embannet e voe romant nemetañ al livour, Hidden Faces ("Dremmoù kuzh"), e New York.
  • 1948 : embannet e voe Cinquante secrets d'art magique ("Hanter-kant kevrin ag arz hud") e New York. Kuitaat ar Stadoù-Unanet a reas Dalí hag e wreg, ha distreiñ da Bort-Lligat.
  • 1952 : ur vizaouenn a voe graet gant Dalí evit Gala, Nature morte eucharistique ("Taolenn divuhez eukaristek").
  • 1956 : embannet e voe Les cocus du vieil art moderne ("Doganed an arz arnevez kozh") e Paris hag e New York.
  • 1958 : eured kristen gant Gala. Medalenn aour Kêr Baris ha medalenn ar Berzhded C'hall a voe deroet d'al livour katalan.
  • 1964 : diskouezadeg veur e Tōkyō. Embannet e voe Journal d'un génie ("Deizlevr un dreistijineg") e Paris.
  • 1979 : diskouezadeg veur e Paris.
  • 1980 : klañv e voe Salvador Dalí, ha taget gant kleñved Parkinson. Ret e voe dezhañ paouez da livañ.
  • 1982 : deroet e voe dezhañ al lesanv Marquès de Dalí de Púbol gant roue Spagn, Juan Carlos Iañ. Daoust d'e gleñved e reas Salvador Dalí un dresadenn evit ar roue, a anvas Corazón Europa ("Kalon Europa").
D'an 10 a viz Even 1982 e varvas Gala d'an oad a 88 vloaz. Kuitaas Figueras a reas Dalí ha mont da gastell Púbol da chom.
  • 1984 : tan a begas er c'hastell, ha distreiñ da Figueras a reas al livour kozh.
  • 1988 : goude un taol-kalon bet c'hoarvezet e miz Du e voe kaset da ospital Figueras, ma voe gweladennet gant roue Spagn d'ar 5 a viz Kerzu.
  • 1989 : d'an 23 a viz Genver e varvas Salvador Dalí d'an oad a 85 bloaz, goude un taol-kalon all ; beziet e voe e kev-iliz e c'hoariva-mirdi e Figueres.
La persistència de la memòria (1931 ) – Eoul war lien — 24 x 33 cm — Museum of Modern Art, New York
  • La femme visible ("Ar vaouez hewelus"), Éditions Surréalistes, Paris, 1930
  • L'amour et la mémoire ("Ar garantez hag an eñvor"), Éditions Surréalistes, 1930
  • Rêverie ("Reze"), e Le Surréalisme au service de la Révolution, niverenn 4, 1931
  • Babaouo, Caliers libres, Paris, 1932
  • Objets psycho(atmosphériques anamorphiques ("Traezoù bredargelc'hel amwezel"), e Le Surréalisme au service de la Révolution, niverenn 5, 1933
  • Le mythe tragique de l'Angélus de Millet, e Minotaure, niverenn 1, 1933 hag e ti Jean-Jacques Pauvert, Paris, 1964
  • De la beauté terrifiante et comestible de l'architecture Modern Style ("A-zivout kened spontus ha debradus an adeiladouriezh Modern Style"), e Minotaure, niverenn 3-4, 1933
  • Les nouvelles couleurs du sex-appeal spectral ("Livioù nevez ar sex-appeal tasmantel"), e Minotaure, niverenn 5, 1934
  • La Conquête de l'irrationnel ("Aloubiñ an anpoell"), Éditions Surréalistes ha Julien Levy, New York, 1935
  • Apparitions aérodynamiques des "êtres-objets" ("Emziskouezioù aerwezhel ar 'boudoù-traezoù'"), e Minotaure, niverenn 6, 1935
  • Honneur à l'Objet ("Enor d'an Traez"), Cahiers d'Art, levrenn 11, niverenn 1-2, 1936
  • Le Surréalisme spectral et l'éternel féminin préraphaéliste ("Ar Surrealouriezh tasmantel hag ar benelder peurbadus rakraffaellour"), e Minotaure, niverenn 8, 1936
  • La Métamorphose de Narcisse ("Treuzfurmadur Narkissos"), Éditions Surréalistes ha Julien Levy, New York, 1937
  • The Secret Life of Salvador Dalí ("Buhez kuzh Salvador Dalí"), The Dial Press, New York, 1942
  • Hidden Faces ("Dremmoù kuzh"), The Dial Press, 1944
  • Fifty Secrets of Magic Craftmanship ("Hanter-kant kevrin ag arz hud"), The Dial Press, 1948
  • Manifeste mystique ("Manifesto kevrinek"), Robert J. Godet, Paris, 1951
  • Dalí moustache ("Dalí mourroù") [kenskrivet gant Philippe Halsman], Simon & Schuster, New York, 1954
  • Les cocus du vieil art moderne ("Doganed an arz arnevez kozh"), Fasquelle, Paris ha The Dial Press, 1956
  • Journal d'un génie ("Deizlevr un dreistijineg"), La Table Ronde, Paris, 1964
  • Les passions selon Dalí ("An angerzhoù hervez Dalí") [kenskrivet gant Louis Pauwels], Paris ha Zûrich, 1968
  • Ma révolution culturelle ("Ma dispac'h sevenadurel") brudfollenn, Paris, 1968
  • Oui ("Ya") [dastumadenn skridoù gant Dalí], Denoël, 1971.

Skeudennoù evit levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • BRETON André & Éluard Paul, Second manifeste du Surréalisme, Kra, Paris, 1930
  • CHAR René, Artine, Éditions Surréalistes, 1930
  • ÉLUARD Paul, Nuits partagées, Éditions Surréalistes, 1931
  • BRETON André, Le revolver à cheveux blancs, Éditions Surréalistes, 1932
  • LAUTRÉAMONT, Les Chants de Maldoror, Skira, Genève & Paris, 1933
  • HUGNET Georges, Onan, Éditions Surréalistes, 1934
  • TZARA Tristan, Grains et issues, Éditions Surréalistes, 1935
  • LAPORTE René, Le somnambule, Éditions Surréalistes, 1935
  • BRETON André & Éluard Paul, Notes sur la poésie, Éditions Surréalistes, 1936
  • ÉLUARD Paul, Cours naturel, Éditions Surréalistes, 1938
  • MONTAIGNE, Essais, Éditions Surréalistes, 1947
  • ALCARON Pedro A., Tricorne, Éditions Surréalistes, 1947
  • SHAKESPEARE William, MacBeth, Éditions Surréalistes, 1947
  • SHAKESPEARE William, As You Like It, Éditions Surréalistes, 1948
  • CELLINI Benvenuto, Autobiographie, Éditions Surréalistes, 1948
  • SANDOZ Maurice-Yves, La maison sans fenêtres, Seghers, Paris, 1949
  • SANDOZ Maurice-Yves, La limite, 1951
  • ALIGHIERI Dante, La Divine comédie, Roma, 1954
  • DE CERVANTES-SAAVEDRA Miguel, Don Quichotte de la Manche, 1956
  • SANDOZ Maurice-Yves, Le labyrinthe, 1956
  • L'Apocalypse selon saint Jean, Forêt, Paris, 1960
  • La Bible, 1966
  • ZEDONGMao, Poèmes, 1966
  • APOLLINAIRE Guillaume, Poèmes, 1966
  • Hommage à Dürer, 1971
  • DALÍ Salvador, Les dîners de Gala, Draeger, Paris, 1973

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Salvador Dalí

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn Salvador Dalí

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennaouet gant Salvador Dalí

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • DE CERVANTES-SAAVEDRA Miguel, Don Quichotte de la Manche, Éditions du Chêne, 2009, ISBN 978-2-8123-0019-6 (fr)

Diskouezadegoù trebad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Teatre-Museu Dalí ("C'hoariva-mirdi Dalí"), e Figueres, Katalonia
  • Casa-museu Salvador Dalí ("Ti-mirdi Salvador Dalí"), e Port Lligat, Katalonia
  • Casa-museu Castell Gala Dalí ("Ti-mirdi Kastell Gala Dalí"), e Púbol, Katalonia
  • The Dalí Museum, e St-Petersburg, Florida, SUA
  • The Dalí Universe, e Venezia, Italia — e Firenze ivez adalek ar 1añ a viz C'hwevrer 2013
  • Espace Dalí, e Paris, Bro-C'hall.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. DALÍ Anna María, Salvador Dalí, visto por su hermana, Ediciones del Cotal, 1983, ISBN 978-84-7310-061-8 (es)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 PASSERON René, Salvador Dalí, Filipacchi, 1978, ISBN 978-2-85018-087-3 (fr)
  3. Olga's Gallery (en) Liamm oberiant 26 GEN 13
  4. Eoul war lien — 27 x 45 cm
  5. Eoul war lien — 63,5 x 75 cm — "1938" eo an deiziad a zo e-kichen ar sinadur