Joan Miró

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Joan Miró pe Joan Miró i Ferrà a zo ul livour, kizeller, priour hag engraver katalanat bet ganet e Barcelona d'an 20 a viz Ebrel 1893 hag aet da Anaon e Palma e Mallorca d'ar 25 a viz Kerzu 1983. Unan eus pouezusañ ezel an emsav dreistrealour eo bet.

En e oberennoù e weler e oa dedennet gant isemouez, ar "spered bugelel" hag e vro. Er penn kentañ e voe levezonet gant ar gubouriezh, ar faovouriezh hag an ekspresionouriezh. Goude e livas en un doare plaenoc'h gant un tu eeunek. An daolenn anvet La masia bet livet etre 1920 ha 1922 a zo e-touez ar re anavezetañ eus ar mare-se.

Pa 'z eas da Bariz e teuas e oberennoù da vezañ muioc'h hunvreel. Klotañ a rae gant pennaennoù an emsav dreistrealour. Emezelañ a reas ennañ. E meur a skrid er bloavezhioù 1930 e tiskouez Miró e c'hoant da zilezel an doareoù kent da livañ. Ne felle dezhañ sentiñ ouzh lezenn ebet nag ouzh re an genedelezh nag ouzh re an dreistrealouriezh.

Krouet e voe e en e enor «  Fundació Joan-Miró » e Barcelona e 1975. Ur greizenn a sevenadurel gouestlet d'an arz a-vremañ eo. Kavout a reer eno kalz oberennoù bet profet gant an arzour. Kavout a reer oberennoù gant Miró e lec'hioù all evel Fundació Pilar ha Joan Miró de Palma a Vallorca, Mirdi broadel an arz a-vremañ e Pariz, Kreizenn Georges Pompidou e Pariz, mirdi arz modern Lille ha Museum of Modern Art New York, mirdi Guggenheim New York, Tate Modern Gallery Londrez ha Moderna Museet [[Stockholm]

Livadurioù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1917 — Nord-Sud, Galerie Maeght, Pariz.
  • 1921- 1922 — La masia, National Gallery of Art, Washington.
  • 1921 — Retrat de ballarina espanyola, Musée Picasso, Pariz.
  • 1923 — Terra llaurada, Solomon R. Guggenheim Museum, New- York.
  • 1924-1925 — El Carnaval d'Arlequí, Albright-Knox Art Gallery, Buffalo.
  • 1928 — Interiors holandesos, Peggy Guggenheim Collection, Metropolitan Museum of Art ha Museum of Modern Art New York.
  • 1928 — Femme nue couchée, Moderna Museet, Stockholm.
  • 1934 — Cargol, dona, flor i estrella, Museu Reina Sofia, Madrid.
  • 1937 — Natura morta del sabatot, Museum of Modern Art New York.
  • 1937 — El Segador (pagès català en revolta), Pariz.
  • 1938 — Una estrella acaricia el pit d'una negra, Tate Gallery, Londrez.
  • 1940-1941 — Constel·lacions, heuliad 23 oberenn.
  • 1961 — Blau I, Blau II i Blau III, Centre Georges Pompidou, Pariz.
  • 1968 — Personatge davant del sol, Fundació Joan Miró, Barcelona.
  • 1972 — Dona i ocells a l'alba
  • 1974 — L'esperança del condemnat a mort, Fundació Joan Miró, Barcelona.

Kizelladurioù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

«Dona i Ocell» (1983) e Barcelona, Miró gant skoazell Joan Gardy Artigas
  • 1930-1931 — Personatge amb paraigua, Fundació Joan Miró (eilenn, 1973)
  • 1946-1949 — Ocell lunar, en arem (meur a eilenn)
  • 1946-1949 — Ocell solar, en arem (meur a eilenn)
  • 1967 — Rellotge de vent, en arem.
  • 1967 — La carícia d'un ocell, arem livet. Fundació Joan Miró
  • 1973 — Dona ampolla, arem. Parc Cultural Viera i Clavijo e Santa Cruz de Tenerife.
  • 1974 — Gos, arem. Fundació Joan Miró Barcelona.
  • 1978 — Conjunt monumental evit La Défense e París.
  • 1981 — Miss Chicago. Chicago.
  • 1981 — Femme, arem. Casa de la Ciutat e Barcelona.
  • 1983 — Dona i Ocell, siamant goloet a brierezh. Parc Joan Miró.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1954 — Priz meur an engravadurioù e Venezia.
  • 1959 — Priz Meur Bonged Guggenheim.
  • 1962 — Marc'heg Lejion a enor Frañs.
  • 1966 — Priz Carnegie evit al livadurioù gant Carnegie Museum of Art.
  • 1968 — Doctor honoris causa Skol-veur Harvard
  • 1969 — Keodedour a enor Palma.
  • 1978 — Medalenn aour ar Generalitat de Catalunya.
  • 1978 — Medalenn aour ar d'Or de les Balearezs.
  • 1978 — Kroaz Veur urzh Isabel la Catòlica.
  • 1979 — Doctor honoris causa Skol-veur Barcelona.
  • 1980 — Medalenn Aour Dellezegezh an Arzoù-kaer ministrerezh spagnat ar sevenadur.
  • 1982 — Medalenn Aour Dellezegezh Europa.
  • 1983 — Doctor honoris causa Skol-veur Múrcia.