Maelienydd
Neuz
(Adkaset eus Malienydd)
Maelienydd Rouantelezh Maelienydd | ||||
| ||||
Kêr-benn | n'ouzer ket | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disparti ar Romaned | 410 | |||
- staget ouzh Powys | VIvet kantved |
Maelienydd a oa ur rouantelezh vrezhon lec'hiet war-dro Llandrindod, er c'hornad a zo Radnorshire hiziv. Diazezet e vije bet war-dro 410 gant unan eus mibien Vortigern, Brydw. Goude faezhidigezh e dad e vije bet aotreet da virout e zouaroù e reter Kembre.
N'ouzer hogozik netra diwar-benn istor Maelienydd ha diasur eo he bezañs end-eeun. Buhez Sant Curig Lwyd a veneg un "duk" Maelienydd, Mael, hag en dije roet douareier d'ur manac'h Maelgwn. An hevelep den hag ar Millo map Camuir meneget en dornskrid Harleian 3859h evel un diskennad da vBrydw e c'hellfe bezañ.
N'ouzer ket pegoulz e voe staget Maelienydd ouzh Powys met pouezus e chomas he familh roueel betek deroù ar VIIvet kantved, war a seblant.
Asturies • Bro-Skos • Breizh • Enez-Vanav • Galiza • Iwerzhon • Kembre • Kernev-Veur
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia