Mont d’an endalc’had

Sir Faesyfed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Radnorshire)
Sir Faesyfed

Sir Faesyfed a oa unan eus an 13 kontelezh a oa e Kembre, e reter ar vro, a-raok 1974. Dont a ra an anv eus kêriadenn Maesyfed, a zo bet kêr-benn gentañ ar gontelezh.
Radnorshire e oa an anv saoznek. Llandrindod e oa ar penn-lec'h. E kontelezh Powys emañ tiriad ar ar gontelezh kozh abaoe 1974.

Setu a skrived er XVIIvet kantved diwar-benn paourentez ar vro :

Poor Radnorsheer, poor Radnorsheer,
Never a park, and never a deer,
Never a squire of five hundred a year,
Save Richard Fowler of Abbey-Cwm-hir

Paourkaezh Radnorad,
Na park na karv gwech ebet,
Aotrou ebet dreist pemp kant ur bloaz,
Nemet Richard Fowler eus Abbey-Cwm-hir

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]