Maez-Geraod
Maez-Geraod | ||
---|---|---|
Chapel Intron-Varia Wir-Sikour. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Lez Chaunt-Jeraud | |
Anv gallek (ofisiel) | Les Champs-Géraux | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan | |
Kanton | Evrann | |
Kod kumun | 22035 | |
Kod post | 22630 | |
Maer Amzer gefridi | Georges Lucas 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Dinan Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Dinan | |
Lec'hienn web | www.cc-evran.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 042 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 55 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 38 m bihanañ 7 m — brasañ 97 m | |
Gorread | 19,09 km² | |
kemmañ ![]() |
Maez-Geraod a zo ur gumun eus Breizh en Aodoù an Arvor, er c'hreisteiz da Zinan, e kanton Evrann.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar Renk emañ Maez-Geraod.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Régis de Saint-Jouan ː capella Sancti Nicolai de Campis, 1181
- Erwan Vallerie ː Sancti Nicolai de Campis, 1181; Champs Geraut, 1513
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul e dreustell en argant karget gant teir moualc'henn en sabel, heuliet gant tri penn bleiz diframmet en aour, 2 ouzh kab, 1ouzh beg.
Ardamezioù familh Nicolas (XVIIvet kantved). Jean de Nicolas en devoa dimezet Jeanne Martin, itron Maez-Geraod.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maez-Geraod e oa ur chapel eus parrez Evran, bet distaget dre ul lezenn eus 6 Ebrel 1943.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 64 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas un nijerez B-17F (marilhet 42-29476 ha kodet GL-M) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e lec'h Frays, e Maez-Geraod; lazhet e voe nav nijour, an dekvet hini a voe tapet gant an Alamaned[3].
- D'an 27 a viz Gouere 1944 e oa aozet ur spi-brezel a-eneb an Alamaned el lec'h la Pesnais gant strouezhien deut eus diavez[4]
- D'an 2 a viz Eost 1944 e erruas e Maez-Geraod rakward an 3vet arme amerikan ar jeneral Patton[4]
- D'ar 7 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Heinkel 111 kodet S3+AL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Maez-Geraod; un nijour a varvas, douaret e voe e Marigny, departamant Manche (Bro-C'hall)[5].
- Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Niver a annezidi ![]() |
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean Nicolas, kuzulier ouz Breujoù Breizh e 1620
- Jean Nicolas, mab an hini diraog, kadoriad ar Rekedoù ouzh Breujoù Breizh e 1645
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Nicolas Aotrounez Maez-Geraod ha La Claye En gul e dreustell en argant karget gant teir moualc'henn en sabel, heuliet gant tri penn bleiz diframmet en aour, 2 ouzh kab, 1ouzh beg. |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ 4,0 ha4,1 Régis de Saint-Jouan
- ↑ Pertes Luftwaffe