Mont d’an endalc’had

Madalen an Amour

Eus Wikipedia
Madalen an Amour
Madalen an Amour
Madalen an Amour e Ti ar Vro Treger ha Goueloù e Kawan d'ar Gwener 22 a viz Genver 2010.
Obererezh Envorennoù
Ganedigezh e miz Eost 1931
e Ploubêr, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Kostez ar Pemp Kroaz
Evned ma Liorzh
Bugale Kerugan

Madalen an Amour a zo ur skrivagnerez ganet e Ploubêr, Bro-Dreger, e miz Eost 1931. Skrivet he deus dreist-holl eñvorennoù, met krog eo da vont muioc'h-muiañ war-du ar faltazi gant he levr war gaozioù evned he liorzh. Ur yezh eeun a zo ganti pa skriv.

Brezhonegerez a-vihanik eo Madalen an Amour ha hi bet ganet ha savet e menaj he zud e Kerugan e Ploubêr. Nav a vugale a zo bet hag holl int bev c'hoazh. Kaset e voe d'ar skol da vourk Ploubêr e Skol Sant-Loeiz, e-lec'h ma zo bremañ ur skol divyezhek Dihun, ar pezh a ra kalz a blijadur dezhi evel-just. Katekizet e voe tro ar bloavezh 1942gant an aotrou Marsel Klerg, kure Ploubêr, un den anavezet mat en-dro d'ar skrivañ e brezhoneg.

Goude se, dre ma teue brav ar studioù ganti e voe kaset da skol seurezed Krehen e-lec'h ma chomas ur pevar bloaz bennak betek tapout ar Breved pe "Brevet Elémentaire". Se a oa al live studi goulennet a-benn dont da vezañ skolaerez pe kelennerez. Da c'hwezek vloaz e voe lakaet dirak ur c'hlasad skolidi eus e oad kazi e Pempoull. Ober a reas skol e Lambal ha Tonkedeg ivez.

Pa dimezas da Varsel Le Guillard e 1953 ez ejont d'an Havr-Nevez da chom. Ganet a zo dezhe bugale. Eno en doe Marsel ur gwallzarvoud grevus hag e rankas cheñch labour. Ne bareas morse penn-da-benn. Gwelloc'h e oa dezhe distreiñ d'ar vro. Buan a-walc'h e teujont en-dro da Lannuon da labourat. Kavout a rejont labour e ti an is-prefed da gempenn ti ha liorzh, ha pa voe digoret labouradegoù nevez en-dro d'ar c'hCNET e kavas Madalen labour en LTT, ur stal a zeuas diwezhatoc'h da vezañ CIT, CIT-Alcatel hag ALCATEL-Lucent en deiz a hiziv. Ober a rae war-dro ensellet perzhioù an danvezioù aozet er stal a-raok o gwerzhañ d'ar PTT. Eno e labouras eus 1966 da 1986 pa 'z eas war he leve-kozhni.

Setu ar pezh a skriv Daniel Giraudon diwar-benn Madalen an Amour hag an abadenn bet graet e-kichen Lannuon, e Ploubêr, d'ar Meurzh 17 a viz Meurzh 2009 : "Ur bugaleaj e Ploubêr... Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann... Ouzhpenn 60 den a oa deuet dimeurzh diwezhañ d’an abardaez-noz da selaou Madalen an Amour o kaozeal eus he bugaleaj e Ploubêr. Cheñchamant zo bet e buhez an dud abaoe un hanter-kant vloaz bennak ! D’ar c’houlz-se, e veze bras ar familhoù met bihan an arc’hant ivez. Ne veze ket druz ar peuriñ neuze. Mont a rae an dud war o zreid ha n’eo ket war dreid ar re all. An dud 'n em veske ha 'n em sikoure memes tra ha plijadur a veze pa veze lazhet ar porc’hell ha graet ur friko gant an amezeien. E-pad ar vakañsoù ha d’ar Yaou e veze implijet ar vugale da vaesa ar saout ha d’ober labourioù bihan. Kavout a raent e-mesk an natur peadra da c’hoari ha d’ober c’hoarielloù. Soñj mat he deus Madalen dreist-holl eus ar pompinelloù a oa bet kaset dezhi ha d’he c’hoarezed ur wech da Nedeleg gant ar Mabig Jezuz! Ur burzhud. Ne oa ket tout al lorc’h en Pariz en deiz-se! Dalc'het he deus Madalen da gontañ eñvorennoù all a sort-se hag evel bep gwech, eo bet roet ar gomz d’an dud e-barzh ar sal, e brezhoneg penn-da-benn, evel-just...".

Ar Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plijout a ra kalz dezhi lenn ha skrivañ brezhoneg. Desket he deus brezhoneg er gêr e Ploubêr rak d'ar c'houlz-se e komze an holl ar yezh-se. He fried a oa gant ar c'hoant deskiñ pell a oa, hag un dro bennak e kavas anv Skol Ober er gelaouenn. Lakaat a reas e anv met sikour en deveze ezhomm digant e wreg. Diaes e veze dezhañ deskiñ ar c'hemmadurioù ha hi a sikoure par ma c'helle dre m'he devoa desket anezhe en-bihan dre gustum hep goût dezhi. Tamm-ha-tamm e kasas poelladennoù, pennadoù diwar-benn he mamm-gozh, d'he difazierez Skol Ober, Ivetig an Dred-Kervella, ur vaouez he deus graet kalzik a draoù evit ar yezh en un doare didrouz met efedus. Strollañ a reas he fennadoùigoù Ober en ul levrig ha profañ d'he breudeur ha c'hoarezed, ha se a blijas kement dezhe ma teuas c'hoant dezhi da lakaat embann anezhe da vat. Al Lanv eo a grogas e-barzh hag a embannas "E-kostez ar Pemp Kroaz".

Desket o deus o-daou lenn ha skrivañ brezhoneg ivez e Kreizenn Sevenadurel Lannuon.

Hec'h eñvorennoù bugaleaj a voe embannet goude se. An istorioù evned a gaver e "Evned ma liorzh" a zeuas dezhi dre forzh sellet ouzh evnedigoù he liorzh, tamm-ha-tamm he skrivas anezhe. Kaset e voent da embann d'An Here, met siwazh ne voe ket amzer gant an embanner d'en ober. Goude e komzas Madalen gant Fañch Peru a brometas ober war-dro ar skridoù-se. Degemer a reas Skol Vreizh ha Paolig Kombod, ar rener, embann ha kavet e voe Ivet al Loued da skeudenniñ an istorioù.

He levrioù a zo bet soñjet holl e brezhoneg a-raok o skrivañ.

Evel ma voe skoliadez Skol Ober gant he fried e-pad meur a vloavezh ez eo deuet da vezañ ivez difazierez d'he zro.

Laouen eo o welout ar skolioù brezhonek o vont war-raok daoust ma kav e rankfe skolaerien 'zo marteze en em varrekaat war ar yezh.

  • Kostez ar Pemp Kroaz, Embannadurioù Al Lanv, 1992. Eñvorennoù Madalen an Amour diwar-benn he mamm-gozh.
  • Bugale Kerugan, Embannadurioù al Lanv; 1998. Savet ganti ha Marcel Le Guillard (1931-2008). 222 p. Diverradenn : Eil lodenn ("Kostez ar Pemp Kroaz") eñvorennoù bugaleaj un Dregeriadez… Buhezskrid. Ur ger a-raok, gant Soaz an Tieg.
  • Evned ma Liorzh, Skol Vreizh, 2009. 63 fajennad. Dourlivadurioù gant Yvette Le Louët. "Setu amañ 24 istor evned, pe laboused, kontet e brezhoneg flour gant Madalen an Amour : evned hon bro, annezerien pe dremenidi, deskrivet brav, o kontañ o beajoù, oc'h en em chikanañ alies, oc'h en em garout a-wechoù; hag oc'h en em lazhañ zoken! Skrivet eo bet an testennoù saourus-mañ en ur yezh pinvidik, bev ha resis gant un Dregeriadez bet desket ar yezh war barlenn he mamm; dedennet e vo gante ar vugale da gentañ, met ivez an dud vras, an holl re a gar an evned, ar re a blij dezhe ur brezhoneg yac'h. Skeudennaouet int gant 24 a zourlivadurioù, savet espres gant Yvette Le Louët."
  • Strobinellerezh Krec'h-ar-Marc'h, danevell, Al Liamm, Niverenn 316, pajenn 47
  • Tri devezh e miz Mezheven 1944, Eñvorennoù, Al Liamm, Niverenn 370, pajenn 59.
  • Tan ha Skorn an Noz, Embannadurioù An Alarc'h, 2009. Danevelloù. Kenlabour etre Riwal Huon, Goulwena, Ronan Ménardeau, Madalen an Amour...