MG42
Maschinengewehr 42 | |
---|---|
Ur vindrailherez Maschinengewehr 42 | |
Kinnig | |
Bro | Trede Reich |
Mont en-dro | Mindrailherez |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm Mauser |
Produerien | Großfuß AG Mauser Werke AG Wilhelm Gustloff Stiftung Steyr-Daimler-Puch MAGET (Maschinenbau und Gerätebau GmbH, Berlin-Tegel) |
Mare produiñ | 1942-1945 |
Niver produet | 423.600 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 11,6 kg |
Hirder | 1.220 mm |
Hirder ar c'hanol | 530 mm |
Perzhioù all | |
Tizh o vont e-maez | 740 m/s |
Lusk-tennañ teorikel | 1200 tenn/mn |
Lusk-tennañ pleustrek | 153 tenn/mn |
Endalc'h | Gouriz 50 pe 250 kartouchenn pe karger ront 50 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Maschinengewehr 42 anvet ivez gant he berradur MG42 ("M" evit Maschinen ha « G » evit Gewehr, da lavaret eo mindrailherez) a zo ur vindrailherez kambret e 7,92 × 57 mm Mauser hag ijinet gant Werner Gruner.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù an Eil Brezel-bed e veze implijet mindrailherezioù MG34 gant soudarded an Trede Reich dreist-holl. Ker e oa da broduiñ ha kalz danvez a oa ezhomm evit en ober. Adalek 1942 e voe produet an MG42 dre goagañ. Marc'hadmatoc'h e oa. Uhel-kenañ e oa he lusk-tennañ (war-dro 1.200 tenn/mn hervez an doare kartouchennoù implijet). He zrouz ispisial a veze aezet da anavezout war an tachennoù-emgann. Ne gemeras ket plas an MG34 penn-da-benn : chom a reas a-sav he froduiñ e 1945, met aweniñ a reas kalz mindrailherezioù produet goude ar brezel[1].
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Emgann Monte Cassino : ul lec'h difenn alaman gant un MG42 (1944)
-
Soudarded vreizhveurat oc'h implijout un MG42 tapet digant an Alamaned (Tunizia, miz Ebrel 1943)
-
Izili ar Volkssturm o teskiñ penaos implijout un MG42 (miz Du 1944)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 256