Mont d’an endalc’had

M30 Luftwaffe

Eus Wikipedia
M30 Luftwaffe


Ur fuzuilh M30 Luftwaffe hag he boest koad orin
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Mont en-dro Fuzuilh da wintañ, drilling
Munisionoù Daou ganol flour kichen-ha-kichen kalibr 12/65, ur c'hanol rizennet 9,3 × 74 mm
Produer J. P. Sauer & Sohn
Mare produiñ Ebrel 1941 - 1942
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 3,4 kg
Hirder 1.100 mm
Hirder ar c'hanol 651 mm

Endalc'h 3 c'hartouchenn (1 e pep kanol)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An M30 Luftwaffe, anvet ivez M30 Drilling abalamour d’he zri c’hanol da wintañ, a zo ur fuzuilh-chase produet etre 1941 ha 1942 gant an embregerezh alaman J. P. Sauer & Sohn. An M30 a zo dezhi ur c’hanol kalibr 9.3 × 74mm R dindan, evit chaseal loened bras, ha daou ganol er c’halibr 12/65 a-us. An hini a-gleiz a oa hep choke ebet savet warnañ evit gellet tennañ boledoù slug[1].

Urzhiet e oa bet gant al Luftwaffe evit pourvezañ e vleinerien bombezerioù gant un arm dreistbevañ betegoût e vije diskaret o c’harr-nij, e Norzhafrika dreist-holl, etre 1942 ha 1943[2]. Kalite produiñ an M30 a oa kalz uheloc’h evit hini ar braz eus an armoù-tan hiniennel produet en Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed. 2.456 skouerenn eus ar fuzuilh a voe produet en holl. Kaset e vezent e-bourzh ar c’hirri-nij en o boestadoù orin e koad, enne munisionoù ha peadra da naetaat anezhe.[1][3] Implijet e voe ivez war vonioù al Luftwaffe evit lakaat ar vleinerien kirri-nij alaman da bleustriñ da dennañ war traoù o fiñval en aer, oc’h ober ball-trap[3].

Ar gevrat evit pourvezañ 4.000 M30 d'an arme-aer a voe sinet hep tremen dre reolennoù boas melestradurezh an arme alaman[3]. Hermann Göring, penn al Luftwaffe, a oa brudet evit bezañ ur chaseour daonet, hag un den prest da asantiñ e vije gwalc'het e zaouarn gant embregerezhioù a bep seurt, en doa marteze goulennet e vije produet an M30 evit gellet profañ skouerennoù da ofiserien, tud a renk uhel er renad nazi pe bleinerien varrek. Ar bleiner alaman brudet Adolf Galland en deus skrivet en e vemorioù e oa bet profet fuzuilhoù M30 dezhañ ha d'e gamaraded brezel da vare un abadenn chaseal er Carinhall, annez Göring[2]. Ur fuzuilh priziet gant an dastumerien armoù eo bremañ.

  1. 1 2 (en) Centrefire breech-loading triple-barrelled combination rifle and shotgun - Drilling, Sauer M30 - made 1942 war Royal Armouries (lennet d'ar 04/06/2024)
  2. 1 2 Hervez Adolf GALLAND, in Die Ersten und die Letzten : Die Jagdflieger im Zweiten Weltkrieg (de)
  3. 1 2 3 (en) The M30 Drilling and the Luftwaffe Shotgun war Rock Island Auction (lennet d'ar 04/06/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan