Louis Page

Eus Wikipedia
Louis Page
Anv ofisiel Louis Page
Obererezh Barzh
Ganedigezh d'ar 26 a viz C'hwevrer 1871
e Kernouez, Bro-Leon Bro-Leon
Marv d'an 2 a viz Kerzu 1952
e Kernouez, Bro-Leon Bro-Leon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
An daou varzh


Louis Page, lesanvet Eostig Leon, ganet e Kernouez d'ar 26 a viz C'hwevrer 1871 ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1952 e Kernouez, a oa ur barzh brezhonek.

Sakrist, kaner, kloc'her ha touller bezioù e barrez e oa ivez.

C'hwec'h bugel en deus bet.

E-pad e amzer soudard e stlapas er-maez dre ur prenestr digor ur parizian en doa lavaret un dra dismegañsus dezhañ[1].

Frañsez Jaffrennou a ginnigas dezhañ dont da vezañ kazetenner. Nac'h a reas, pa ne felle ket dezhañ kuitaat e barrez.

Paouez a reas da skrivañ pa darzhas ar brezel pevarzek.

Kanaouennoù savet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bleun-brug 233-234, p. 37