Mont d’an endalc’had

Bokedig tro 'n heol

Eus Wikipedia

Bokedig tro 'n heol zo ur ganaouenn savet gant Louis Page.

1
O bokedig skedus tro 'n heol
Ken anavezet gant an holl,
Te eo a zigor da gentañ
Gant da genvreur ar boked-hañv.

2
Te zo evel ur steredenn
O lintrañ e-kreiz ar c'hlizhenn ;
Te a vousc'hoarzh gant karantez
Ouzh bugel an Aotrou Doue.

3
Da zelioù kaer a zo ruz-gwenn,
Da galon aour a zo melen,
Melen evel ar boked lann
Hag ar bleuñv a sav er balan.

4
Biskoazh miz Meurzh gant e varroù
Ne reas dit mervel gant ar riv ;
Ar vuhez ennout zo kalet
'Vel e kalon ar Vretoned.

5
Lavar d'ar re am eus karet
Diwarnout e nij va spered,
En da yezh lavar d'e sioulik
O deus ur plas em c'halonig.

6
Ar garantez a vev atav,
Rak trec'het he deus ar marv.
Ya sur, en tu all d'ar bezioù
En em gar c'hoazh ar c'halonoù.