Ar Falc'herien

Eus Wikipedia

Ar Falc'herien zo anv meur a ganaouenn vrezhonek :

Pozioù kanaouenn Filomena Kadored[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1

Kerkent ha gouloù-deiz,
Me ’glev ar falc’herien,
O youc’hadennoù seder
A diston er maeziou,
Ken e tregern er pellder
Heklev an traoñiennoù.

2

Heol nerzhus miz Even
En deus sec’het an trevad ;
Ar prajoù, ’vel ar mor bras,
Hejet gant an aezhenn,
A led dindan an oabl glas
O gwagennoù melen.

3

Laouig, ar mevel bras,
A voulc’h an troc’h kentañ
Hag ar filc’hier didruez
A diskar ar bleunioù,
En eur renkañ a-gostez
Ar foenn e restennoù.

4

Pegen kaer eo gwelet
Falc’hadegoù Kerne,
Pa vez renket, leun a lorc’h,
Betek ugent paotr mat,
O kas gante peb a droc’h
Ha… daouzek botezad !

5

Gwelet-i, 'kreiz ar prad,
Devet gant an heol tomm ;
Ar c’hwezadur a ziver,
'Vel ur c’hlizenn vervet…
Ar maout a vez gwerzhet ker
E bro ar Vretoned.

6

Mard eo kalet ar boan,
An enor a vo bras ;
A-raok bepred ha buan !
Lemmet ervad, paotred ;
Ne glevet ket war an tan
Trouz an uiou fritet ?

7

Micher al labourer
A zo lemm ha poanius,
Met e spered dibreder,
’Vel evnig ar c’hoajoù,
A zo dilu ha seder,
Pell diouzh fank ar c’hêriou.

8

Poaniet a galon vat,
Falc’herien Breizh-Izel,
Ha pa deuy taol an Ankoù
Da derriñ ho chadenn,
Heñvel ouzh bleuñv ar prajoù,
C’hwi a varvo laouen.

Pozioù kanaouenn Louis Page[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]