Mont d’an endalc’had

Loreena McKennitt

Eus Wikipedia
Loreena McKennitt

Anv Loreena Isabel Irene McKennitt
Ganet 17 a viz c'hwevrer 1957
Micher(ioù) Sonerez, produiñ, kompozadur
Doare(où) Sonerezh keltiek, Sonerezh ar bed, Sonerezh New Age
Doare mouezh Soprano
Benveg(où) Mouezh, Piano, Telenn, Boest an diaoul
Label(ioù) Quinlan Road
Lec'hienn ofisiel [1]
E Gouelioù Kerne 2012

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loreena Isabel Irene McKennitt, CM, OM, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1957 e Morden, Manitoba, zo ur ganerez hag ur sonaozourez kanadian, a son meur a venveg : telenn, [piano]], biolin, violoñsel hag akordeon.

Brudet eo evit skrivañ hag enrollañ sonerezh ar bed gant sonerezh keltiek hag eus ar Reter-Nesañ. Anavezet eo ivez evit he mouezh soprano[1].

Gant eo bet en ur familh a orin [iwerzhon]]at ha skosar, merc'h da Jack McKennitt (†1992), gwerzher chatal, hag e bried Irene Dickey (1931-2011), klañvdiourez). Deskiñ a reas seniñ ar piano ha kanañ. E-kerzh ar bloavezhioù 1970, e reas anaoudegezh gant ar sonerezh keltiek ha dreist-holl gant kentañ pladennoù Alan Stivell. Dre ar sonerezh ec'h anavezasi ar sevenadur keltiek. E 1974 en em gavas er Winnipeg Folk Festival e Manitoba.

E 1981 ec'h eas da Stratford (Ontario), ma kemeras perzh evel sonaozourez ha kanerez e gouelioù kêr, meur a vloaz da heul. Seniñ ha kanañ a eure e meur a gouelioù folk (Vancouver, Winnipeg) kent seveniñ un droiad sonadegoù e Kanada a-bezh. Er memes amzer e savas sonerezh daou deulfilm ha daou film hir.

E 1985 e krouas Quinlan Road, un embregerezh produerezh evit merañ he red-micher hag embann he fladennoù. Er bloaz-se ec'h embannas hec'h albom kentañ, Elemental, diazezet war donioù hengounel a-orin keltiek, ma kan war son an delenn. Da 100 000 skouerenn e savas gwerzh ar bladenn. Goude hec'h eil albom, To Drive the Cold Winter Away (1987) e voe Parallel Dreams (1989) hag he fevare pladenn, The Visit, a dizhas daou milion skouerenn werzhet.

E 1993 e sonas da-geñver an Edinburgh International Festival a-raok ober un droiad gant Mike Oldfield, ma sonas e kentañ lodenn ar sonadegoù Tubular Bells II.

An albom The Mask and Mirror (1994) zo un digoradur war bedoù all er sonerezh hengounel ; evit ar c'homzoù ec'h adkemeras arroudoù eus oberennoù gant William Shakespeare ha William Butler Yeats. He 6vet pladenn, The Book of Secrets (1997), zo bet anavezet er bed a-bezh dre m'eo bet skignet The Mummer's Dance gant kalz chadennoù skingomz, adkempennet ha berraet.

E 1998 e voe beuzet he c'haredig, e vreur hag ur mignon dezho en ur gwallzarvoud bageal. Goude an darvoud-se e reas un ehan gant e red-micher hag e krouas an aozadur Cook-Rees Memorial Fund for Water Search and Safety, un doare SNSM. Er mare-se edo o labourat war an albomLive in Paris and Toronto, enrollet er Sal Pleyel e Pariz hag er Massey Hall e Toronto hag ivez un nebeut kenlabourerzh ; d'an aozadur bet krouet ganti ec'h eas ar milionoù a zollaroù a voe degaset gant an albom.

D'ar 4 a viz Eost 2005 e kemeras perzh e festival folk Edmonton ma kanas, e-touesk reoù all, div ganaouenn eus e albom da zont, An Ancient Muse, deuet er gouloù e 2006. Diwezhatoc'h e profas moneiz da Arc'hant Sikour Kevredigezh ar Greskenn Ruz e turk hag ar Groaz Ruz e Gres. Tostoc'h d'ar gêr e prenas e 2002 ur skol gozh e Straford e Ontario, a oa tost da vezañ distrujet, hag eno e krouas ar Falstaff Family Center. E-kerzh ar mare-se e veajas Loreena McKennitt Gres, e Turkia hag e Mongolia evit kavout awen evit hec'h albom da zont.

E miz C'hwervrer 2006, Loreena McKennitt ac'h eas tre er Real World Studio (Breizh-Veur) evit enrollañ un albom nevez, deuet er-maez d'an 20 a viz Du 2006 dindan an anv An Ancient Muse. E miz Gwengolo ar bloaz-se ec'h enrollas ur sonadeg en Alhambra Granada e Spagn, a voe filmet evit un teulfilm skignet er skinwel e Norzhamerika.

E 2007, e stagas gant un droiad etrebroadel en Europa hag e Norzhmerika, gant he sonerien gozh ha nevez : Caroline Lavelle (violoñsel), Hugh Marsh (biolin), Donald Quan (klavieroù, tabla hag alto, Rick Lazar (binvioù-tosiñ), Nigel Eaton (biell)[2] ha Brian Hughes (gitaroù, oud, bouzouki) hag evit ar wech kentañ, ur soner toumperezh, Tal Bergman, dre ma'z eus muioc'h a doumperezh en albom An Ancient Muse.

D'an 21 a viz Eost 2007, e teuas er-maez an DVD Nights from the Alhambra gant sonadegoù an 13 hag ar 14 a viz Gwengolo 2006, filmet e palez Charles Quint en Alhambra Granada.

E 2008 e stagas Loreena McKennitt gant un droiad nevez en Europa hag e Norzhmerika. E Bro-C'hall e sonas e Gouel Etrekeltiek an Oriant hag e Gouelioù Kerne e Kemper, a-douez lec'hioù all.

Albomoù enrollet en ur studio (10)
  • 1985 : Elemental
  • 1987 : To Drive the Cold Winter Away
  • 1989 : Parallel Dreams
  • 1991 : The Visit (Loreena McKennitt)|The Visit
  • 1994 : The Mask and Mirror
  • 1997 : The Book of Secrets
  • 2006 : An Ancient Muse
  • 2008 : A Midwinter Night's Dream
  • 2010 : The Wind That Shakes the Barley
  • 2018 : Lost Souls
Albomoù enrollet war al leurenn (7)
  • 1985 : Live in San Francisco at the Palace of Fine Arts
  • 1999 : Live in Paris and Toronto
  • 2007 : Nights from the Alhambra
  • 2009 : A Mediterranean Odyssey
  • 2012 : Troubadours on the Rhine
  • 2019 : Live at the Royal Albert Hall
  • 2022 : Under a Winter's Moon
Albomoùgoù / EP[3] (3)
  • 1994 : Live in San Francisco[4]
  • 1995 : A Winter Garden : Five Songs for the Season
  • 1997 : Words and Music[4]
Pladennoù eeun (17)
  • 1991 : The Lady of Shalott[5]All Souls Nigh[5]Courtyard Lullaby[5]
  • 1993 : Greensleeves[5]
  • 1994 : The Bonny Swans[6]Santiago[6]The Dark Night of the Soul[6]
  • 1995 : The Mystic's Dream[6]God Rest Ye Merry, Gentlemen[7]
  • 1997 : The Mummers' Dance[8]
  • 1998 :Marco Polo[8]
  • 2006 : Caravanserai[9]
  • 2007 : Penelope's Song[9]
  • 2008 : The Seven Rejoices of Mary[10]Noël Nouvelet![10]
  • 2009 : Dante's Prayer[11]
  • 2017 : Breaking of the Sword[12]
Dastumadoù
  • 2009 : A Mummers' Dance through Ireland
  • 2013 : The Journey So Far – The Best of Loreena McKennitt
Boestadoù
  • 2008 : The Journey Begins
  • 1998 : The Mummer's Dance
  • 1998 : Marco Polo
  • 1997 : The Mummers' Dance
  • 2004 : No journey's End
  • 2007 : Nights from the Alhambra
  • 2008 : The Bonny Swans
  • 2009 : A Moveable Musical Feast, teulfilm

Sonerezh filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1985 : Bayo
  • 1986 : Heaven on Earth
  • 1987 : To a Safer Place (teufilm)
  • 1989 : Goddess Remember (teulfilm)
  • 1992 : Léolo (kanaouenn The Lady of Shalott)
  • 1995 : Highlander|Highlander III (kanaouenn Bonny Portmore)
  • 1995 : Jade (kanaouenn The mystic's dream )
  • 1998 : Soldier (kanaouenn Night across the caucasus)
  • 2001 : The Mists Of Avalon (perzh e sonaozadur ton an heuliad)
  • 2001 : Cosmowarrior Zero (perzh e sonaozadur ton an heuliad)
  • 2008 : Tinker Bell (Disney)
  • 1992 : Juno Award, gwellañ albom sonerezh hengounel, evit The Visit
  • 1994 : Juno Award, gwellañ albom sonerezh hengounel, evit The Mask and the Mirror
  • 1997 : Billboard International Achievement Award
  • 2002 : Queen Elizabeth II Golden Jubilee MedalHonorary Doctor of Letters, Wilfrid Laurier University
  • 2003 : Order of Manitoba, OM[13]
  • 2004 : Order of Canada, CM[13]
  • 2005 : Honorary Doctor of Laws, University of Manitoba • Honorary Doctor of Laws, Queen's University • Canadian Ambassador
  • 2006 : Honorary Colonel, 435 Transport and Rescue Squadron, Royal Canadian Air Force
  • 2009 : Western Canadian Music Awards evit he labour a-bezh
  • 2010 : Vancouver 2010 Winter Olympics, sonadeg en digoradur • Honorary Bachelor of Applied Business, George Brown College
  • 2012 : Queen Elizabeth II Diamond Jubilee Medal
  • 2013 : Chevalier de l'Ordre des Arts et des Lettres, Bro-C'hall
  • 2014 : Honorary Colonel, Royal Canadian Air Force
  • 2019 : Canadian Forces Decoration

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Loreena McKennitt.
  2. Ben Grossman a erlec'hias outañ goude ar sonadegoù en Alhambra.
  3. Extended Play ; nebeutoc'h a donioù eget en un albom, muioc'h eget en ur bladenn eeeun (single).
  4. 4,0 ha4,1 N'eo ket bet lakaet e gwerzh.
  5. 5,0 5,1 5,2 ha5,3 Albom The Visit.
  6. 6,0 6,1 6,2 ha6,3 Albom The Mask and Mirror.
  7. Albom A Winter Garden: Five Songs for the Season
  8. 8,0 ha8,1 Albom The Book of Secrets.
  9. 9,0 ha9,1 Albom An Ancient Muse.
  10. 10,0 ha10,1 Albom A Midwinter's Night Dream
  11. Albom ebet.
  12. Albom Lost Souls.
  13. 13,0 ha13,1 Live "Ezel".