Mont d’an endalc’had

Sant-Filiberzh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lokfiliberzh)
Ur pennad Saint-Philibert zo ivez.
Sant-Filiberzh
Iliz katolik Sant Filiberzh.
Iliz katolik Sant Filiberzh.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Philibert
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton an Alre
Kod kumun 56233
Kod post 56470
Maer
Amzer gefridi
François Le Cotillec
2014-2026
Etrekumuniezh An Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn Web (fr)Sant-Filiberzh
Poblañsouriezh
Poblañs 1 580 ann. (2022)[1]
Stankter 224 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 35′ 15″ Norzh
2° 59′ 56″ Kornôg
/ 47.5875, -2.99888888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 15 m
bihanañ 0 m — brasañ 26 m
Gorread 7,05 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Filiberzh

Sant Filiberzh[2],[3] pe Lokfiliberzh[4] zo ur gumun eus Breizh e Kanton an Alre e departamant ar Mor-Bihan.

  • Er geriadurioù boas[5],[6],[7] koulz hag er yezh komzet e reer Sant-Filiberzh pe Sant-Filiber[8] eus ar gumun, ha se eo a lenner ivez war kartenn vrezhonek Breizh embannet gant Ofis ar Brezhoneg[9]. Met Lokfiliberzh eo bet evit an Ofis etre 2005 ha 2015[10], diwar ur stumm meneget gant Erwan Vallerie en e levr Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez : « meneget ez eus bet deomp ur stumm *Locphilibert en XVIIvet kantved e dihelloù ar barrez gant an aotrou Kabelleg, person »[11].
Ribloù stêr Lokfiliberzh ha stêr an Alre
En glazur e lestr ouzh kleiz en argant, e ouel gwisket en erminig ; e gab en aour karget gant teir c'hrogenn istr geotet ha treustellet.
Aozer : R. Le Bagousse.
  • E 1870 e oa deuet da vout ur barrez distag. Dont a reas chapel Itron Varia ar Stêr, pe Itron Varia ar C'hinivelezh, pe c'hoazh Itron Varia an Tre hag al Lanv, da vout iliz-parrez. Krouet e voe ar gumun, da-heul, d'an 23 a viz Even 1892 diwar ul lodenn eus kumun Lokmaria-Kaer[12], ugent vloaz goude ar goulenn ofisiel kentañ.
  • Mervel a reas 30 gwaz hervez ar blakenn en iliz katolik[13], 33 hervez monumant ar re varv ag ar gumun[14] abalamour d'ar brezel, eleze 4,20 % eus he foblañs e 1911.
  • Tri den yaouank eus ar gumun a voe serret gant an Alamaned e Charente e miz Eost 1942; o klask mont da heul ar re Gevredet e oant; daou anezhe a voe fuzuilhet e miz Here 1942, an trede hini a varvas en ur c'hamp-bac'h[15].
  • Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel

Brezelioù didrevadenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Taolioù-maen.
  • Iliz katolik Sant Filiberzh.
  • Bigi engouestl en iliz katolik.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Geriadur Hemon-Huon, 2005.
  3. KerOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  4. Dictionnaire Ménard, p. 1454
  5. Geriadur galleg-brezhoneg Roparz Hemon (1985)
  6. Geriadur brezhoneg An Here (2001) pajenn 1418
  7. Dastumad gerioù a rannyezhoù ar gevred (2007), Turiaw ar Menteg, pajenn 217
  8. stumm en implij gant kevredigezhioù eus ar vro, evel Dasson Sant-Filiber, Korollerion Sant-Filiber
  9. Kartenn Breizh, Ofis ar Brezhoneg, 2003
  10. Hag e geriadur galleg-brezhoneg M. Ménard da-heul
  11. Erwan Vallerie, Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, levrenn 1, pajenn 443
  12. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
  13. (fr)Plakenn ar re varv en iliz katolik
  14. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  15. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 347
  16. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  17. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb