Mont d’an endalc’had

Liverpool

Eus Wikipedia
Liverpool e Bro-Saoz

Ur gêr ha distrig deuet da vezañ er pleustr un gonetezh abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Merseyside e 1986, eo Liverpool (Lerpwl e kembraeg), e gwalarn Bro-Saoz. War ribloù aber ar stêr Mersey emañ. 439 473 annezer zo (ouzhpenn 1 milion en tolpad) enni. Al Liverpudlians a vez graet anezho en ur mod ofisiel met anvet vezont Scousers ivez.

E 2008 eo bet Kêr-benn Europa ar sevenadur war un dro gant Stavanger e Norvegia[1].

Banniel Liverpool evit he zitl a gêr-benn Europa ar sevenadur 2008, dirak savadur porzh Liverpool

Eil porzh ezporzhiañ ar Rouantelezh-Unanet eo. Ar greanterezhioù a-bouez eo ar chanterioù bigi hag ab tangarrerezh gant Jaguar.



Strolladoù sonerezh brudet a zo genidik eus Liverpool : The Beatles, Frankie Goes to Hollywood, Echo and the bunnymen. Anv John Lennon zo bet roet da aerborzh ar gêr.

Bez' ez eus ul laz-seniñ filarmonek ivez.

Daou glub mell-droad zo er rummad kentañ saoz: c'hoari a ra Everton Football Club e Goodison Park ha Liverpool Football Club en Anfield. Liverpool Football Club (LFC) en deus 18 titl kampion Bro-Saoz ha pemp Kib Europa ar gluboù kampion pe Kevre Kampioned an UKEM. Bravañ roll al loreidi Bro-Saoz eo.

« Pier Head » Liverpool
Lambananas, 2010

Liverpool a zo bet ur porzh diaz d'ar C'henwerzh tric'horniek a-fed ar gwerzhañ sklaved. E-pad pell ez eo bet lakaet war-raok evel ar porzh pennañ padal ez eo anat bremañ e oa porzh Rio de Janeiro.

Savadurioù dibar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ ha kêrioù mignoned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ :

Kêrioù mignoned :

Gant New York (SUA), Riga (Latvia) ha Stavanger ( Norvegia) ez eus liammoù ivez.

Tud genidik eus Liverpool

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Official EU website. Kavet : 2007-04-23.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]