Kenwerzh tric'horniek

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar c'henwerzh etre Afrika, Amerika hag Europa.
Lodennoù ar C'henwerzh tric'horniek
Penaos e veze graet ar berniañ morianed (stowage e saozneg) en ul lestr morianeta saoz.

Ar c'henwerzh tric'horniek a vez graet eus un hent kenwerzh dre ar meurvor Atlantel a oa adal ar XVvet kantved betek an XIXvet kantved. Tri forzh pe penn a oa d'an hent-se setu perak e vez kaoz eus un tric'horn.

Dre an hent-se e veze eskemmet sklaved eus Afrika ha produioù Amerika etrezek Europa. Un hent doare tric'horn damheñvel a oa dija, lesanvet volta do mar. Implijet e veze gant Portugaliz, a-raok beaj Kristol Goulm. Implijet e veze evit mont eus an Inizi Kanariez betek an Azores. Kristol Goulm en doa astennet an hent evit reiñ an tu da Europiz da dizhout Amerika.

Hent ar c'henwerzh tric'horniek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bigi a loc'he eus porzhioù Europa (Naoned, Bourdel, Bristol, Liverpool, Londrez da skouer) da vont war-zu Afrika. Eno e veze eskemmet bitrakoù, gwiadoù, armoù hag alkool en eskemm ouzh sklaved. Ar sklaved a veze kaset etrezek Amerika evit labourat er parkeier dreist-holl. Ur wech gwerzhet ar sklaved evel chatal e veze prenet danvez evel kotoñs, butun ha sukr.

Stumm un tric'horn a oa gant an hent kenwerzhel-se, setu perak e voe lesanvet ar c'henwerzh tric'horniek :

1 Loc'hañ eus Europa

2 Prenañ sklaved en Afrika

3 Gwerzhañ ar sklaved en Amerika ha distreiñ da Europa gant madoù da werzhañ en ur priz uhel.

Liverpool zo bet lakaet evel porzh brasañ ar c'henwerzh tric'horniek, a-fet sklaved, a vloaz da vloaz betek nebeut amzer 'zo pa'z eo bet lakaet anat ne oa ket met hini Rio de Janeiro.

Ar sklaverezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pell eus ar skeudenn poblek, tapout sklaved a oa afer an Afrikaned pe an Arabed hepken, hervez ar skrivagner ha kazetenner amerikan Daniel Pratt Mannix (1911-1997) n'eus bet nemet 2% eus ar sklaved bet skrapet gant marc'hadourien wenn.

Al lançados, tud hanter Afrikaned-hanter Portugaliz a oa ul liamm etre ar werzherien sklaved afrikan hag ar re wenn.

Statistikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez studioù gant Skol-veur Emory University[1] ha gant Henry Louis Gates Jr., e vije e-tro 12,5 milion a sklaved a oa bet kaset eus Afrika etrezek an trevadennoù e Norzh ha Su Amerika. El lec'hienn internet Voyages: The Trans-Atlantic Slave Trade Database e vez kavet titouroù a-zivout ar beajoù sklaved o loc'hañ diouzh Afrika. Diskouez a ra e oa Portugal, Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, ha Spagn ar broioù o devoa gwerzhet ar muiañ a sklaved.


Bigi dezougen sklaved hervez ar vro
Lec'h erruout Portugal Saoz Bro-C'hall Spagn Izelvroioù Amerika Danmark Hollad
Brazil portugalek 4,821,127 3,804 9,402 1,033 27,702 1,174 130 4,864,372
British Caribbean 7,919 2,208,296 22,920 5,795 6,996 64,836 1,489 2,318,251
Antilhez gall 2,562 90,984 1,003,905 725 12,736 6,242 3,062 1,120,216
Amerikaoù spagnol 195,482 103,009 92,944 808,851 24,197 54,901 13,527 1,292,911
Amerikaoù izelvroek 500 32,446 5,189 0 392,022 9,574 4,998 444,729
Stadoù-Unanet amerika 382 264,910 8,877 1,851 1,212 110,532 983 388,747
Inizi Gwerc'h Danat 0 25,594 7,782 277 5,161 2,799 67,385 108,998
Europa 2,636 3,438 664 0 2,004 119 0 8,861
Afrika 69,206 841 13,282 66,391 3,210 2,476 162 155,568
N'eo ket erruet 748,452 526,121 216,439 176,601 79,096 52,673 19,304 1,818,686
Hollad 5,848,266 3,259,443 1,381,404 1,061,524 554,336 305,326 111,040 12,521,339

Tro-dro d'ar C'henwerzh tric'horniek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E program skol ar c'hlasoù pevare klas e vez roet an tu d'ar skolajidi vreton da studiañ ar C'henwerzh tric'horniek [2].
  • E-pad pell ez eo chomet mut an istorourien war plas an Afrikaned hag an Arabed er C'henwerzh tric'horniek, abeg da zizemglevioù istorourien ez eo c'hoazh[3].
  • Lod tud a orin eus Afrika a c'houlenn ur sammad arc'hant evit ar gwall dorfedoù graet dezho hervezo gant ar C'henwerzh tric'horniek. Dre al lezenn degaset gant Christiane Taubira Delannon e vefe rediet ar broioù o defe bet gounezet arc'hant da baeañ met n'eo ket sklaer piv a baefe nag evit piv, na penaos[4].
  • Ur c'hounlec'h en eñvor d'ar sklaved bet gwerzhet er c'henwerzh tric'horniek a zo bet savet e kêr Naoned er bloavezh 2012, anvet Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh [5], hag unan all e porzh Brest e 2015[6].

Er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diell filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Slave route - Routes de l'esclave : une vision globale gant Sheila Walker ha Georges Collinet, Pariz UNESCO, 2010, 57 munutenn

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]