Leztad
Gwaz nevez ar vamm eo al leztad, war-lerc'h marv an tad , Pa addimez un intañvez e teu he fried nevez da vezañ leztad he bugale. Er gevredigezh kozh en doa galloud un tad war bugale e wreg.
Hiriv an deiz, en ur gevredigezh ma'z eo boutin an torr-dimeziñ, e c'hall ur wreg addimeziñ, ha bev he gwaz kentañ, tad he bugale. Hogen gwir ebet n'en deus al leztad war bugale e wreg.
Brud vad, brud fall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brud vat en doa leztad gwechall, brokus ha sikourus ouzh e lezvibien ha lezverc'hed .
E gwirionez e oa kentoc'h divrud a-walc'h, dre ma ne oa ket ken niverus al leztadoù hag al lezvammoù: dre ma varve stank ar gwragez yaouank er gwentloù, e oa stankoc'h an intañvien eget an intañvezed, hag ar wazed eo o deveze tro da addimeziñ. Marventez ar merc'hed an hini a oa kaoz da se eta.
Kement-se avat a veze kemmet da vareoù ar brezelioù bras, re Napoleon da gentañ, ar brezelioù bed war-lerc'h, pa veze falc'het buan remziadoù gwazed.
N'eo ket heñvel er gevredigezh a hiriv, addimeziñ kement ha kement a ra gwazed ha gwragez, hag echu eo ar bezelioù bras evel re an XXvet kantved. Ma'z eo deuet skeudenn al leztad drouk da gemer lec'h skeudenn al lezvamm drouk er gevredigezh a vremañ, ha brudet e vez torfedoù al leztadoù o devez gwallet bugale o gwreg dre ar c'hazetennoù hag ar skinwel evel ma veze brudet torfedoù al lezvammoù er c'hontadennoù kozh.
Kennlavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krennlavar portugalek: "Deus é pai, não é padrasto" (Doue zo tad, leztad n'eo ket)[1].</ref>
• tad • mamm • gwaz • gwreg • pried • ozhac'h • breur • c'hoar •
• mab • merc'h • emzivad • emzivadez • minor • minorez • dalif • dalifez • pennhêr • pennhêrez •
• tad-kozh • mamm-gozh • mab-bihan • douaren • merc'h-vihan • tad-kuñv • mamm-guñv •
• eontr • moereb • kenderv • keniterv • ni • niz • nizez •
• tad-kaer • mamm-gaer • mab-kaer • deuñv • merc'h-kaer • breur-kaer • c'hoar-gaer•
•tadeg • mammeg • mabeg • merc'heg • breureg • c'hoareg
• leztad • lezvamm • lezvab • lezverc'h • lezvreur • lezc'hoar •
Gwelout ivez :
• kar - kerentiezh - tud
• eured - dimeziñ - priedelezh - bugel - intañv
- ↑ A Parentalidade em Contexto de Recomposição Familiar: O Caso do Padrasto. Instituto de Ciências Sociais da Universidade de Lisboa, 2011. Pág. 277