Le roman de Ponthus et Sidoine
Le roman de Ponthus et Sidoine zo ur romant bet skrivet e galleg ar Grennamzer, war-dro 1390-1405, gant Geoffroi IV de la Tour-Landry († 1406) pe gant unan eus e gerent.
Pontus, mab roue Galiza, a gar Sidonia, merc'h roue Breizh ; da izili an tiegezh La Tour-Landry e roer kred evit an istor-se abalamour ma ra dave da hendadoù an tiegezh o tiskenn eus lez ar mael Pontus, ha m'en devoa an tiegezh madoù e Breizh.
War ur skrid gwerzaouet angl-ha-norman koshoc'h anvet Horn et Rimenhild[1] (war-dro 1180) eo diazezet ar skrid gallek Le roman de Ponthus et Sidoine.
Steuñvenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Galiza e krog ar romant. Aloubet eo kêr A Coruña gant ar Sarrazined, ha lazhet ar roue. Kuzhet eo e vab, ar priñs Pontus, gant kont Asturies kent bout kaset war ar mor war-du an Norzh. Ur gorventenn war aodoù Breizh a redi ar bagad da zilestrañ, ha degemeret eo an dud gant senesal Breizh, o c'has betek kastell Susinioù da welet roue Breizh.
Fromet eo ar roue gant ar reuz a c'hoarvez e Galiza, setu e tiviz fiziout Pontus er senesal evit ma vije desavet a-zoare gant e zere. D'an oad a 16 vloaz e c'hoarvez karantez etre ar mael galizat ha Sidonia, priñsez Breizh, merc'h ar roue. Honnezh a ro da Bontus ur walenn a zo ur gouestl a garantez peurbad.
Setu ar Sarrazined o tilestrañ e Breizh d'o zro. E-kerzh an emgann e teu Pontus a-benn da zishualañ ar roue a oa bet skrapet. Pa zistro da Susinioù ez eo dilennet Pontus da gonestabl, ar pezh a zegas gourvenn e kalon Guenelet, unan eus e geneiled galizat. Diouzhtu ez a hennezh da zivrudañ ar priñs dirak Sidonia, a gred bout bet trubardet. Pa glev Pontus kemend-all ez a da saludiñ ar roue hag ar senesal kent kuitaat al lez hep kejañ ouzh ar briñsez.
Dre guzh ez a da benitiour da goadeg Brekilien. Eno e tiviz adc'hounit kalon ar briñsez dre vout ur "Marc'heg du e ardamezioù gwenn" : bep meurzh, e-pad bloaz, ez aoz un tournamant abalamour da ziskouez e gadarnded hag e fealded da Sidonia. Pa 'z int faezhet e rank ar varc'heien mont da brizonidi gant ar briñsez ha kanañ meuleudi d'o zrec'her kevrinus, ar Marc'heg du.
Tremenet ur bloavezh ez eus 52 varc'heg brudet-bras a zo bet trec'het gant ar Marc'heg du ; neuze e kas Pontus ul lizher da roue Breizh, evit e bediñ da zont da Vrekilien da-geñver gouel ar Pantekost da reiñ priz ar stourmadennoù. Kaset gantañ an 52 varc'heg, e lez hag ar briñsez, ez a ar roue da Vrekilien, ha plijet-bras eo Sidonia pa wel piv eo ar Marc'heg du e ardamezioù gwenn.
Peoc'haet an eil ouzh egile e tistro Pontus ha Sidonia d'al lez, ma krog Guenelet adarre da fallvrudañ Pontus dre lakaat ar roue da grediñ e klask ar priñs galizat gwallgas ar briñsez vreizhat. Dav eo da Bontus kuitaat Sidonia adarre neuze, ha skeiñ war-du Breizh-Veur... Darvoudoù all a c'hoarvezo, un alberzh anezho a c'hallit gouzout kent lenn al levr dre sellet pizh ouzh alc'hwez ar skeudenn amañ a-uc'h...
Perzhioù ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darvoudaouek eo an istor, ha kontet war un ton frev, buhezek ha didro. Kalz tudennoù zo, an darn vuiañ anezho oc'h ober dave da dud wirion a veve e Breizh hag e kornôg Bro-C'hall.
E-touez hengoun ar romantoù-marc'hegiezh e c'haller lakaat Le roman de Ponthus et Sidoine. Dre ma klask bepred bout skouerius ha kentelius avat, pa ra dibaouez dave da zeverioù ar roue, e c'haller ivez e lakaat war stalenn ar skridoù anvet miroirs du prince ("melezourioù ar priñs") a veze diouzh ar c'hiz er XVvet kantved, pa glaske an dud kaout peoc'h e-mesk ur mare trubuilhet gant brezelioù dizehan.
Dornskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz dornskridoù zo bet graet er XVvet kantved diwar istor Pontus ha Sidonia : 28 zo anavezet ; 5 anezho zo bet kollet pe zistrujet, setu ne c'haller lenn nemet 23 dornskrid eus ar romant. Bez' ez eus ivez 10 embannadur (da lavaret eo moullet) bet graet en hevelep kantved.
Setu amañ un deskrivadur eus un nebeud dorskridoù ma kaver Ponthus et la belle Sidoyne, a-wezhioù dindan un talbenn arall, hag a-wezhioù e-mesk istorioù arall.
Lec'h | Ment (mm) |
Niver a follennoù |
Follenoù m'emañ istor Pontus ha Sidonia |
---|---|---|---|
Aberystwyth, National Library of Wales, 5035 | 305 x 215 | 96 | Pontus hepken |
Besançon, levraoueg kêr, 587 | 300 X 212 | 152 | L'istoire du noble roy Pontus qui fut roy de Galice et de Bretaigne, ff. 1-80 verso (v°) |
Cambridge, levraoueg ar skol-veur, Ff. 3.31 | 310 X 206 | 138 | Pontus hepken |
idem, Hh. 3.16 | 260 x 180 | 96 | Pontus hepken |
Heidelberg, Universität, CPG 142 | 301 x 210 | 142 | Pontus hepken |
London, British Library, 15 E VI | 490 x 340 | 440 | Pontus et Sidoine, ff. 207-226 v° |
idem, Harley, 4854 | 25 x 198 | 121 | Pontus hepken |
Lyon, levraoueg-kêr, 769 | 282 x 205 | 149 | Pontus ff. 80-145 |
Pariz, Bibliothèque de l'Arsenal, 3001 (241 B. F.) | 263 x 190 | 77 | Pontus hepken |
Paris, Bibliothèque Nationale de France, fr. 12579 | 350 x 298 | 132 | Pontus hepken |
idem, fr. 15219 | 238 x 170 | 212 | Les nobles faits et l'histoire du noble roi Pontus ff. 101-188 |
idem, fr. 6639 | 290 x 200 | 143 | Ponthus de Gallice ff. 42-107 v° |
Paris, Bibliothèque Nationale de France, collection Rothschild, 1499 (I. 3. I.) | 270 x 198 | 96 | Pontus hepken |
Sion, Bibiothèque Cantonale du Valais, Supersaxo 97bis | 292 x 210 | 142 | Le roman de Ponthus ff. 1-121 v° |
Torino, Biblioteca Nazionale, L. III.7 | (mazaouet) | 130 | Pontus hepken |
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a droidigezh alamanek a voe savet e-kerzh ar XVvet kantved, en o zouez unan graet gant Eleanor, Archdugez Aostria (1433–1480).
Un droidigezh alemanek zo, krediñ a reer e voe skrivet etre 1440 ha 1460 e Suis.
Un droidigezh all e frankeg zo, bet skivet e Trier hep mar.
E dibenn ar Grenamzer e voe graet un droidigezh flandrezek, Die historie van Ponthus ende die schoone Sidonie, a zo deuet betek ennomp a-drugarezd'un embannadur moullet e 1564 gant Niclaes van den Wouwere en Antwerpen.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berzh en deus graet istor Pontus ha Sidonia a-hed kantvedoù. Alies ez eo bet an amourouzien-se tostaet ouzh Tristan hag Izold pe c'hoazh Lanselod ha Gwenivar.
Un ton anvet Ponthus et Sidoine zo deuet da vout hengounel ; enrollet e voe e 2003 gant ar soner galizat Carlos Núñez kevret gant ar soner katalan Jordi Savall[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Horn et Rimenhild : recueil de ce qui reste des poèmes relatifs à leurs aventures composées en françois, en anglois et en écossois
- ↑ Núñez, Carlos (2003), Un Galicien en Bretagne, Sony Music/Saint George, CD SAN5110222, EAN 5-099751-102229
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Crécy, Marie-Claude de (1997), Le roman de Ponthus et Sidoine, Librairie Droz, Genève, ISBN 978-2-600-00195-3
- Buschinger, Danielle (2008), 'Das deutsche Mittelalter im Frankreich der Gegenwart ', en : Eva Dewes, Sandra Duhem (emb.), Kulturelles Gedächtnis und interkulturelle Rezeption im europäischen Kontext, ISBN 978-3-05-004132-2, p. 237.
- Schneider, Karin (emb.) (1903), Pontus und Sidonia in der Verdeutschung eines Ungenannten aus dem 15. Jahrhundert, Texte des späten Mittelalters 14, Berlin 1961.
- Wüst, Paul (1903), Die deutschen Prosaromane von Pontus und Sidonia, Marburg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dornskrid Heidelberg CPG 142, a zo war ziskouez amañ a-uc'h.