Ur vered krouet e-kerzh ar Brezel-bed kentañ eo, met implijet e voe e-pad an Eil Brezel-bed ivez. An anv Cement House a oa bet roet d'un ti-feurm a oa bet lakaet da greñv-lec'h. Digoret e oa bet ar vered e miz Eost 1917 hag implijet eo bet betek miz Ebrel 1918 ; d'ar poent-se ne oa nemet 231 bez ag ar C'hommonwealth enni. Implijet eo bet ar vered gant al Lu gall ivez, met tennet eo bet ar bezioù gall (e-tro 500) e 1922. Bodet ez eus bet enni bezioù ar C'hommonwealth deuet eus beredoù ar c'humunioù hag an tachennoù-emgann tro-war-dro.
2 398 eus bezioù ar C'hommonwealth eus ar Brezel-bed kentañ zo dizanv.
22 vilour ag ar C'hommonwealth bet marvet e-pad an Eil Brezel-bed zo douaret er vered, pemp anezhe zo chomet dianav.
Implijet e vez c'hoazh ar vered-se evit douarañ ar relegoù a zalc'her da gavout[1].
Anv ar vered a zeu eus hini un atant bet tapet gant ar Guards Division d'an 8 a viz Here 1917. Implijet e voe e voe betek miz Du 1917, gant ar Ganolierezh pergen[2].
Digoret e oa bet ar vered e miz Gwengolo 1917 hag implijet eo bet betek miz Meurzh 1918. Bodet eo bet enni bezioù arall deuet eus an tachennoù-emgann[3].
Krouet e voe goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 evit bodañ korfoù ar vilourion bet lazhet en emgannoù e Boezinge, Sint-Juliaan (Langemark), Frezenberg ha Passendale[4].
An anv Cheddar a oa bet roet gant ar vilourion tost ag an dachenn-emgann d'an atant a oa e-kichen. Start e voe an emgannoù er c'hornad. Tost d'an dachenn-emgann e voe douaret ar re varv. Kanoliataet ha bombezet garv e voe ar vered, pezh a reas distrujoù enni. 101 ag ar 148 bez a zo eus ar 2nd Seaforth Highlanders (Skosiz) : diwar goulenn an ofisour e penn ar Batalion e voe roet an anv Seaforth d'ar vered e 1922[5].
Anvet eo diwar an ti-feurm a oa en he c'hichen. Krouet e voe gant an 59th (North Midland) Division e dibenn miz Gwengolo 1917. Diwar ar 45 soudard douaret enni, 44 a voe lazhet e-doug Emgann Polygone Wood (26-29 a viz Gwengolo 1917), pevar o vezañ chomet dianav[6].