Lancelot
Neuz
- Marteze emaoc'h o klask ar pennad diwar-benn Lanselod, marc'heg an Daol Grenn.
Lancelot zo un anv-badez gallek ral, bet anavezet mat e saozneg.
Gouel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet e vez d'an 10 a viz Du, abalamour da Lancellotto Avellino.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar galleg kozh Lanceloz er varzhoneg Érec et Énide (Chrétien de Troyes, 1160-64) ; ur bihanaer eus an anv frankek Lanzo, a zo ur bihanaer eus unan eus an anvioù germanek niverus e Land–, evel ar saozneg kozh Landbeorht "land-bright" "bro skedus" ; gwelit Lambert.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lanzarote, e spagnoleg ha galizeg
- Lancelote pe Lançarote e portugaleg
- Lanzerotto, Lancellotto, Lancillotto, Lanciotto, en italianeg
- Lanzelot, en alamaneg
- Lancelot, pe Launcelot (henstumm) en saozneg
- Lawnslot, e kembraeg, deuet marteze eus an henstumm saoznek
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur marc'heg eus Mojenn an Daol Grenn, Lanselod e brezhoneg peurvuiañ[1], pe Lansalot[2]. Diwar e anv eo deuet an anv-badez a gaver e meur a vro en Europa.
- Lanzelot Gobbo, unan eus anvioù-pluenn ar skrivagner Gerd Berendt (1915-)
- Lancelot Thomas Spurr (1897–1965), politikour.
- Lancelot Blondeel (1498 - 1561), livour flamank e Brugge.
- Lancelot de Casteau, keginer priñsed Liège er XVIvet kantved.
- Lancelot de Saint-Maard, brezelour gall en XIIIvet kantved, a eas da Dunizia gant ar roue gall Loeiz IX
- Lancelot de Vassé, brezelour gall er XVIIvet kantved.
- Lancelot Turpin de Crissé, anv meur a zenjentil gall
- Lancelot Andrewes (1555–1626), eskob ha doueoniour
- Lancelot (Launcelot) Bulkeley (1568?-1650), arc'heskob saoz e Dulenn, en Iwerzhon;
- Lancelot Addison (1632–1703), beleg, tad da dri mab: Paul Addison, barzh, Lancelot Addison, ha Peter Addison, gouarnour Madras;
- Lancelot Blackburne (1658–1743) arc'heskob
- Lancelot Brown (1716–1783), tisavour ha tresour-liorzhoù,
- Launcelot Jefferson Percival (1869 –1941) beleg ha rugbier
- Lancelot Ernest Holland (1887–1941) admiral saoz marvet en emgann war vor
- Lancelot Thomas Hogben (1895-1975), loenoniour
- Lancelot William Joynson-Hicks (1902–1983), politikour saoz
- William Launcelot Scott Fleming (anavezet evel Launcelot; 1906–1990) eskob ha douarour
- Lancelot Lionel Ware (1915-2000) , avokad ha kimiour, kensaver Mensa.
- Lanzerotto Malocello, pe Lanzarotus Marocelus e latin (war-dro 1312), merdeour eus Republik Genova,
- Sant' Andrea Avellino, pe Lancellotto Avellino ( 1521 – 1608), beleg ha sant katolik.
- Lanciotto Ballerini, partizan italian.
- Lancellotto Politi, doueoniour italian.
- Lancelot van Brederode († 1573 e Schoten) bezamiral en arme Ludwig von Nassau-Dillenburg.
- Lancelot Phelps (*1784 - † 1866 ) politikour stadunanat
- Charles Eugene Lancelot Brown (1863 – 1924) ijinour suis
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-tiegezh eo ivez, deuet eus an anv-badez evel alies, hag a gaver e Bro-C'hall hag e Breizh-Uhel.
- Claude Lancelot (1615-1695), lean ha yezhadurour gall, marvet e-kichenik abati ar Groaz Santel e Kemperle.
- Dieudonné Auguste Lancelot (1822-1894), skeudenner gall.
- Michel Lancelot (1938-1984), buhezour abadennoù skingomz en Europe 1 er bloavezhioù 1968.
- Bernard Lancelot (1943-), breser-bier breizhat, saver ar vreserezh Lancelot, rener anezhi betek 2004.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lancelot ou le Chevalier de la charrette , romant gallek gant Chrétien de Troyes, skrivet entre 1176 ha 1181
- Lanzelet, romant alamanek gant Ulrich von Zatzikhoven , goude 1194.
- Lancelot-Graal, romant gallek skrivet war-dro 1225 ;
- Le Morte d'Arthur, romant saoznek gant Tomas Malory, ma vez meneg eus ar marc'heger ha ma kaver e anv war meur a rann eus an oberenn (Book III: "The Noble Tale of Sir Launcelot Du Lac" (Caxton VI); Book VII: "Sir Launcelot and Queen Gwenyvere" (Caxton XVIII–XIX)))
Goude
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Life and Adventures of Sir Launcelot Greaves, romant gant Tobias Smollett e 1760 er mizieg The British Magazine.
- Lancelot ur romant saoznek gant ar skrivagner stadunanat Walker Percy e 1977.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lancelot du Lac film skinwel gallek gant Claude Santelli e 1970;
- Lancelot du Lac, film gallek gant Robert Bresson e 1974 ;
- Lancelot, le premier chevalier, anv gallek ar film saoznek First Knight gant Jerry Zucker en 1994, ma c'hoarie Sean Connery ha Richard Gere .
Kanaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lancelot ur ganaouenn gant Valerie Dore e 1986.
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar vreserezh anvet breserezh Lancelot.