Lanzerotto Malocello
Lanzerotto Malocello (pe Lanzarotto, pe Lancelotto) a oa ur merdeour eus Republik Genova hag a roas e anv d'an enezenn Lanzarote, unan eus inizi Kanariez.
Hervez Charles Verlinden[1] e oa Lanzerotto Malocello ur merdeour eus Genova hag a servijas roue Portugal dindan urzhioù an amiral Manuel Pessagno. Dizoleiñ a reas enezenn Lanzarote, hep en em staliañ eno, war-dro 1336 war gont Portugal. Divroañ a reas goude-se da Vro-C'hall (alese e anv gallekaet Lancelot Maloisel) a-raok distreiñ da Bortugal e fin ren Pedro Iañ Portugal. Chom a reas e Kanariez un 20 vloaz bennak, kuit ac'hano ec'h eas war-dro 1376, met eno e voe lazhet nebeut amzer a-raok 1385.
Kavet e vez meneg kentañ enezenn Lanzarote e portolan Angelino Dulcert treset e 1339, en anv Insula de Lanzarotus Marocelus gant kroaz ruz Genova. Hervez Charles de la Roncière[2] e vefe bet dizoloet an enezenn gant Lanzerotto Malocello e 1312.