La Femme de Paul
La Femme de Paul zo un danevell gant Guy de Maupassant hag embannet en 1881 en dastumad La Maison Tellier.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un danevell diembann e oa, kontrol d'an darn vrasañ eus danevelloù dastumadoù an oberour. Unan all evelti zo c'hoazh en dastumad, Au printemps eo anvet.
Kaoz zo eus lesbianegezh ar vaouez karet, un danvez ral gant an oberour.
An danevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paul Baron, anvet Monsieur Paul gant an holl, a ya gant e serc'h Madeleine, da roeñvat war ar Seine. Emaint o vont da La Grenouillère, un ti-kibellat a ra ivez guinguette. Aze e wel pourmenerien ar sul, kourtizanezed o klask fret, lonkerien, ha tud iskis all eus Pariz.
A-greiz-holl e tegouezh ur c'hanod gant peder maouez, hag an holl wazed er guinguette da youc'hal « lesbos ». Paul a sut, Madeleine a sav droug enni, ha tabut entre an daou amourouz. Madeleine a anavez Pauline, unan eus ar maouezed, hag a ya d'o c'haout, hag emañ da vont gante da noz. Paul a ra un abadenn, ha hi da lavarout e c'hall mont kuit ma kar. Da noz e kav Madeleine o youc'hal gant an evurusted en ur bodad strouezh gant Pauline. Ha Paul da dec'hel, dic'houest da c'houzañv ar wirionez, ma en em daol er stêr. Degaset eo e gorf da La Grenouillère, met Madeleine ne ouelo ket dezhañ pell amzer, rak laouenaet e vo gant Pauline.