Mont d’an endalc’had

Léna Bernstein

Eus Wikipedia
Léna Bernstein

Poltred gant Morburre
Ganedigezh 1 Genver 1906
Leipzig
Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Marv 3 Mezheven 1932
Biskra  Aljeria c'hall
Broadelezh  Gall (1932)

Micher Levierez
Breved A-raok 1929

Léna Bernstein (Leipzig, 1añ a viz Genver 1906Biskra, 3 a viz Mezheven 1932) a oa un nijerez c'hall, ar vaouez kentañ hag an eil den o nijal dreist ar Mor Kreizdouar goude Roland Garros.

Yuzevien rusian divroet da Alamagn kent divroañ adarre da Vro-C'hall e oa he zud. Goude tapet he breved levierez en Aulnat e-kichen Clermont-Ferrand ez eas da Bariz, mennet-start ma oa da bilat rekordoù daoust dezhi bezañ paour. Leviañ a reas ur Potez VIII a-raok ma vije prestet dezhi un nijerez Caudron C.109 gant an nijer Maurice Finat (1894-1935).

Nijadenn eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1929 e klaskas pilat rekord an nijadenn hirañ war ul linenn eeun a-dreuz ar Mor Kreizdouar adalek Istre (Bouches-du-Rhône). Ne voe aotreet he nijadenn nemet war-du an Norzh, ar pezh a oa dic'hallus rak re wan e oa keflusker an nijerez evit pignat buan a-walc'h ; dibradañ a reas Léna Bernstein ha treiñ war-du ar Su. A-boan a-us ar mor e voe hejet-dihejet an nijerez gant ar mistral, un avel walarn eus ar re greñvan, setu e rankas al levierez goullonderiñ beol an trelosk hag ober hanter tro ; semplañ a reas abalamour da vurezh an dour-tan, hogen disi e voe he fradañ daoust d'ar fourradoù avel.
Antronoz e oa sioulaet an avel ha dibradañ adarre a reas al levierez ; a-us Korsika e verzas e oa tost goullo ar veol — damserret hepken e oa bet war an trelosk — ha ret e voe dezhi pradañ e nijva milourel Pisa en Italia. Dre ma ne oa ket bet aotreet da nijal a-us Italia e voe lamet he nijerez diouti, met en deiz war-lerc'h e tibradas Léna Bernstein dre laer en ur zilezel war an douar he sae-leviañ, he zokarn hag he c'hartennoù.
D'an 19 a viz Eost 1929 e klaskas un trede gwech hag e teuas a-benn : dibradañ a reas eus Istre hag en un nijadenn ez eas betek Sidi Barrani en Egipt tost da harzoù Libia, 2 268 km pelloc'h dreist ar mor. Ar vaouez kentañ e voe o nijal dreist ar Mor Kreizdouar, an eil den er bed goude ar Gall Roland Garros hag en devoa nijet a-hed 735 km etre Fréjus (Var) ha Bizerte (Tunizia) d'an 23 a viz Gwengolo 1913[1].

Nijadenn serr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz goude e klaskas Léna Bernstein nijal pelloc'h eget al levierez Maryse Bastié hag a oa chomet en aer e-pad 26 eurvezh ha 48 munutenn. D'ar 1añ hag an 2 a viz Mae 1930, e nijas L. Bernstein e-pad 35 eurvezh ha 45 munutenn he-unan en ur Farman F.192 marilhet F-AJLU : pilet rekord M. Bastié eta, ha hini Charles Lindbergh (33 eurvezh ha 30 munutenn dreist ar Meurvor Atlantel) war an dro. E miz Gwengolo avat e voe adtapet ar rekord gant Maryse Bastié (37 eurvezh ha 55 munutenn).

Nijadennoù hir

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar rekord e kendalc'has Léna Bernstein da nijal en he Farman F-AJLU en ur brientiñ un nijadenn betek Tokyo, gant sponsoriñ ar stalioù Galeries Lafayette.
D'an 8 a viz Du 1930 da 6 eur veure – diouzh noz eta – e tibradas gant he mekanikour Guitton eus nijva Toussus-le-Noble (Yvelines hiziv) ; en Istre e pradas da leuniañ ar veol kent nijal betek Roma, ma pradas antronoz da 8 eur beure. Kalz amzer a gollas eno en abeg d'ar maltouterezh ; ne c'hallas dibradañ nemet da 11 eur noz. D'an 10 da 6 eur hanter beure e voent en Aten goude un nijadenn-noz sioul. Da 11 noz e nijas ar c'houblad kuit war-du Aleppo e Siria, ma'z errujont d'an 11 da 7 eur beure, hep gouloù ebet war vourzh avat ; buan e voe kempennet gant Guitton a-raok dibradañ da 8 eur hanter ha nijal betek Baghdad en Irak. Alese e nijjont war-du Basra er gevred, met avelioù enep hag ur gorventenn-draezh o redias d'ober hanter tro ha da bradañ e Baghdad adarre da serr-noz ; dre ma oa fall an hedgwel e c'hwitas Léna Bernstein war ar pradañ : ar Farman a bennboellas goude torret he c'hilhor, hag a-serzh edo pa chomas a-sav. Echu e voe gant an nijadenn Pariz-Tokyo. Distreiñ a reas ar c'houblad nijerien da Bariz ; kaset da Veirout dre sammgarr ha da Vro-C'hall dre vor e voe ar Farman F-AJLU[2].

Bloaz diwezhatoc'h e klaskas L. Bernstein nijal betek Saigon, hogen c'hwitañ a reas c'hoazh abalamour ma rankas pradañ en India.
Goude forzh stourm e teuas a-benn da gaout un nijerez Farman F-230 n°10 marilhet F-ALGJ[3] en eskemm ouzh kentelioù leviañ. D'an 30 a viz Mae 1931 e klaskas dibradañ en Istre met dre ma oa dreistbec'hiet an ardivink gant an trelosk e voe diskaret gant ur fourrad avel. Gloazet e voe al levierez ha kaset da ospital Marsilha. Er gêr-se e voe roet un nijerez all dezhi, ur Farman F-236 n°3 (a zo un F-230 unplas) marilhet F-ALMB[4]. Daoust dezhi bezañ gwall wan c'hoazh e kuitaas ar glañvadez an ospital hep paeañ ar mizoù.

E 1932 e voe broadet Léna Bernstein gant gouarnamant Bro-C'hall.
Divizout a reas un nijadenn hir all, adalek Biskra (Aljeria) betek Baghdad dre Dunizia, ar Mor Kreizdouarel, biz Libia, Egipt ha Liban – un 3 600 km bennak en holl[5]. Klask a reas mont betek Biskra da brientiñ ar veaj, met ne ouie ket e oa berzet ouzh an nijerezioù Farman F.230 dibradañ a-c'houde ur gwallzarvoud ma oa marvet daou zen, hag ouzhpenn edo urcherien war he lerc'h a-c'houde he zec'hadenn diouzh an ospital... Dont a reas a-benn evelato da vont betek Aljer dre widre e dibenn miz Mae, hag alese da Viskra ma voe diskaret ar Farman bihan gant an avel.
Nebeut a wall a voe, met skuizh-divi e oa al levierez, ha diwasket. D'an 3 a viz Mezheven e c'houlennas digant un taksi he c'has betek an dezerzh, hag e kasas ar bleiner d'ar gêr. Daou zevezh goude e voe kavet he c'horf e-kichen ur voutailh gwin Champagn hag ur gorzenn louzeier.

E bered Biskra e voe beziet Léna Bernstein.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Kartenn nijadenn Léna Bernstein. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Farman F.192 n°4 F-AJLU. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) Farman F.230 n°10 F-ALGJ. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) 'Civil Aircraft Register – France'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr) Kartenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.