Krogad ar Marv
Competition class | men's association football |
---|---|
Sport | mell-droad |
Anvet diwar | marv |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Lec'h | Start Stadium |
Daveennoù douaroniel | 50°27′22″N 30°28′52″E |
Deiziad | 9 Eos 1942 |
Skipailhoù ha gemer perzh | Start, Flakelf |
Trec'hour | Start |
Krogad ar Marv (rusianeg: Матч смерти) (ukraineg: Матч смерті) zo un anv bet roet gant ar studioù istorel goude an Eil Brezel-bed d'ur c'hrogad mell-droad c'hoariet e Kyiv er Reichskommissariat Ukraine (berraet e RKU) dindan dalc'h an Alamagn nazi. Kêr Gyiv he doa ur skipailh mell-droad anvet Start (kirillek: Старт) a oa hini al labouradeg bara n° 1 a oa bet o c'hoari meur a wech a-raok an Eil Brezel-bed. Ar skipailh a oa savet dreist-holl gant c'hoarierien a-vicher eus an Dynamo Kyiv hag al Lokomotyv Kyiv a laboure el labouradeg suj d'an Alamaned ha d'o harperien.
D'ar 6 a viz Eost 1942, an FC Loc'hañ en doa c'hoariet a-enep ar skipailh alaman Flakelf. Un 2 000 bennak a arvesterien a oa bet o welet ar c'hrogad, pep hini anezho o paeañ ur sammad 5 roubl. Gounezet e oa bet ar c'hrogad 5-3 gant Soviediz.
Kenaroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den a orin eus Kyiv anvet Georgiy Kuzmin en doa lakaet war-raok en e levr Facts and fiction of our football (Были и небыли нашего футбола) e oa ar c'hentañ skouadrenn eus an Dynamo Kyiv unan gant izili eus an Tcheka hag en o zouez Konstantin Fomin.
C'hoarierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nikolaï Troussevitch (Николай Трусевич, 1909-1943)
- Mikhaïl Poutistine (Михаил Путистин, 1906-1981)
- Ivan Kouzmenko (Иван Кузьменко, 1912-1943)
- Alekseï Klimenko (Алексей Клименко, 1912-1943)
- Makar Gontcharenko (Макар Гончаренко, 1912-1997)
- Fiodor Tioutchev (Фёдор Тютчев, 1907-1959)
- Mikhaïl Sviridovski (Михаил Свиридовский, 1908-1973)
- Vladimir Balakine (Владимир Балакин, 1913-1992)
- Pavel Komarov (Павел Комаров, 1913-goude 1970)
- Lev Goundarev (Лев Гундарев, 1921-1994)
- Gueorgui Timoféïev (Георгий Тимофеев, 1910-1967)
- Nikolaï Korotkikh (Николай Коротких, 1909-1942)
- Iouri Tchernega (Юрий Чернега, 1919-1947)
- Mikhaïl Melnik (Михаил Мельник, 1915-goude 1944)
- Vassili Soukharev (Василий Сухарев, 1911-goude 1944)