Konkored
Konkored | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Concorèt | |
Anv gallek (ofisiel) | Concoret | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Ploermael | |
Kod kumun | 56043 | |
Kod post | 56430 | |
Maer Amzer gefridi | Ronan Coignard 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Ploermael Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | www.cc-mauron-broceliande.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 750 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 48 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 90 m bihanañ 66 m — brasañ 133 m | |
Gorread | 15,76 km² | |
kemmañ ![]() |
Konkored a zo ur gumun eus Breizh e kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Concouret, 1405; Cancoret, 1425; Conquoret, 1467[2].
- Gerdarzh
Eus kon = uhel, ha (gored), coret = chaoser war ur stêr pe ouzh genoù ur stêr[3]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rannet : ouzh 1 en aour e zervenn c'heotet diframmet gant eizh mezenn en aour, ouzh 2 en gul e steredenn-vlevek en aour ; enboudet ha kommet ouzh beg en erminoù |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Konkored e kanton Neant; e Bann Ploermael edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret ar c'hanton ha lakaet ar gumun e kanton Maoron bet miret ha brasaet gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet Konkored en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[4],[5].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Betaux e anv, ur c'hure, Potier, ha pevar beleg, Bigarré, Deshayes, Barbier ha Desouches[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 67 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,95 % eus he foblañs e 1911[7].
- Eil Brezel-bed: mervel a reas 11 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [7].
- Brezel Aljeria: ur gwaz a varvas[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell Komper.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Allain Aotrounez Pont-Roquel En aour e zek talbennan en gul, 4, 3, 2, 1. |
![]() |
Gault Aotrounez Branseuc En glazur e sparfell kludet en argant, iziliet, pigoset, ha grizilhonet en aour |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 77
- ↑ Cassini - EHESS - Konkored - Fichenn ar gumun
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 16 ha 17
- ↑ 7,0 7,1 ha7,2 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014