Mont d’an endalc’had

Oran

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Wahrān)

Oran (وهران, Wahrān en arabeg; ⵡⴻⵀⵔⴰⵏ e berbereg) eo eil brasañ kêr Aljeria, hag unan eus ar re bouezusañ eus ar Maghreb. Lec'hiet eo e gwalarn Aljeria, 432 km eus Aljer, ar gêr-benn. E 2008 e oa er gumun-se 609 940 annezad, met e gwirionez, e oa tro-dro 1 000 000 a annezidi e kêr.

Oran a zo staliet war vord ribl su ar Mor Kreizdouarel. Oran, an Aïdour, ar porzh.

Porzh mor Oran.

En Oran ez eus un hin kreizdouarel boutin merket gant ur mare sec'hor hañvek, hag ur goañv dous.

An hin e Oran

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hidrografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sebkha Oran.

En Oran ez eus c'hoazh kudenn an dour, n'eus ket trawalc'h a zour eno, hag alies-tre e vez holen e-barzh. Ar mank a gelaouadurioù hag a studioù war an dour isdouarel el lenn o deus bountet «Ministrerezh an Danvez Dour» da c’hourc’hemenn e 2002 ur studi hollek war se.

Transportoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

a) Lec'hel

Oran n'eus ket kalz a drañsportoù setu perak an embregerezh ETO (Entreprise du Transport Oranais) o deus gounidet kirri-boutin nevez met nemet 70% eus ar pezh o doa goulennet eo. Neuze n'eo ket trawalc'h evit ar studierien a zo enno. Mont a raio gwelloc'h ar wask-mañ pa vo staliet «tramway Oran». Normalamant echuet e 2009 met daleet eo bet betek 2014.

b) Broadel hag etrevroadel

An daou zoare treuzdougen a-bouez evit mont da Oran a zo ar c'harr-nij hag ar vag. Aerborzh Etrebroadel Ahmed Ben Bella a zo 12 km eus kreiz-kêr Oran, hag bez’ ez eus treizherien evit mont eus Oran betek Marseille, Sète, Alicante pe Almeria.

Ar ranngêrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

a) Ranngêrioù ha karterioù

Karterioù kêr Oran.

Rannet eo Oran e daouzek ranngêr anvet ivez « secteurs urbains» pe lodennoù kêr.

b) Ranngêr istorel

Ranngêr Sidi El Houari a zo kreiz istorel ar gêr. Lec'hiet eo e Norzh-Kornog Oran, e Ras El Aïn, e Murdjadjo hag e-kichen ar mor-kreizdouarel emañ. Bez eus merkoù eus kalz a sevenadurioù disheñvel: spagnolek, turkek ha gall.

c) Tolpad-kêrioù Oran

Ar metropolenn Oran a vod kalz a gomunoù: daou torbezennet d'ar gêr.


Bir el-Djir a zo diouzhtu e reter da Oran. «Arcole» a oa anvet, da goulz an drevadenn, ar gumun staliet 8 km eus kreiz-kêr Oran. Ar gêr-mañ a zo chomet troet war al labour-douar betek fin ar bloavezhioù 1980. Hiziv an deiz ez eus 118 000 a annezidi eno. Meneget 'vez saverezh ur stad olimpek gant 50 000 plas.

Un nebeud amzer goude ma voe diazezet kêr, e oa kroget Omeyyaded Kordoba hag ar Fatimided da glask tapout Oran ha bec’h etrezo. Adalek ar bloavezhioù 1000, ez eus ur gumuniezh yuzev. E 1077, e voe renet kêr gant riez an Almoravided, Youssef ibn Tachfin, e-pad 68 bloaz. E 1145, ez eo aloubet Oran gant ar strolladoù Almohoded eus Abdl al Mumin ibn Ali dija trec'h e Tlemcen,c'hoant a doa mont davet porzh Mers el-Kébir e lec'h oa ret dezho kemer ar vag evit mont da Andalousia, pa'n em lazhas an emir almoravidat Ibrahim Ben Tachfin hag e garedig Aziza pa gouezhjont diwar o c’hezeg eus nec'h menez Murdjajo.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.