Mont d’an endalc’had

Edmond Koarer-Kalondan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Koarer-Kalondan)
Edmond Koarer-Kalondan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEdmond Coarer-Kalondan Kemmañ
Anv ganedigezhEdmond Adolphe Coarer Kemmañ
Anv-bihanEdmond Kemmañ
LesanvKalondan Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Gou 1909 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv11 Mez 1981 Kemmañ
Lec'h ar marvNaoned Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Bet war ar studi elycée Georges-Clemenceau Kemmañ
Ezel eusGoursez Vreizh Kemmañ
Prizioù resevetQ80106976 Kemmañ

Edmond Koarer-Kalondan, Edmond Coarer er marilhoù-kêr, bet ganet d'ar 14 a viz Gouere 1909 e Naoned ha marv eno d'an 11 a viz Mezheven 1981, a voe ur skrivagner gallek, ur saver kanaouennoù hag un den a skingomz.

Ezel Goursez Breizh e 1949, ec'h eas da gadoriad Kenvreuriezh prederouriezhel an Drouized da c'houde. Stagañ a reas e anv drouiz, Kalondan, d'e anv-familh. Arallanvioù all a voe implijet gantañ : Tan Kildare (e anv drouiz kentañ), An Hoper noz, An Houc'h koz, Emonig Koarer-KalondanECK.

E lise Clemenceau Naoned e kejas ouzh Morvan Lebesque[1] ha gant stourmerien Unvaniez Yaouankiz Vreiz ken e voe desachet war-zu an Emsav politikel. Dall e teuas da vezañ e miz Gwengolo 1926[2], nemet e talc'has da echuiñ e studioù hag e teskas brezhoneg digant Job Kergrist.

E-pad an Eil Brezel-bed e kemeras perzh er strolladig politikel Brezona asambles gant Job LoyantAlfred Lajat hag Yves Favreul-Ronarc'h, pennoù bras all ar strollad broadsokialour naonedat-se.

Savet en doa daou levr asambles gant e wreg, Mona (1935-2009), a sine Gwezenn Dana hag o mab, Morvan Coarer (anv-drouiz Ulocantos) en doe kemeret perzh e luskadoù emsavel ha douizel ivez.

 Oberennoù 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Edmond Koarer-Kalondan ez eus deuet meur a levr diwar-benn an drouizelezh ha Naoned. En o zouez emañ ar romant Les aventures du roi Baco a zo deskrivadur troioù-kaer ur moraer bet loc’het eus Trentemoult d’ober arc’hant.

  •  Youenn, le chercheur de pain, skeudennet gant Per Peron, Pariz, Éditions Brittia, 1946. Romant.
  •  Nantes pittoresque et disparu, M. Daubin, 1947.
  •  Les aventures du roi Baco, marin nantais, Sant-Briek : les Presses bretonnes, 1956. Romant.
  •   Clisson, koadengravadurioù gant Octave Menardeau, Naoned, emembann, 1959.
  •  La scandaleuse affaire Gilles de Retz, Pariz, Éditions du Scorpion, 1961.
  •  Le Druidisme ou la Lumière de l'Occident, Pariz, Éditions et publications premières, 1971
  •  Les Celtes et les extra-terrestres, asambles gant Gwezenn-Dana, Verviers : Gérard, 1973
  •  L'Énigme des mégalithes, asambles gant Gwezenn-Dana, Verviers : A. Gérard, 1974
  •  Youenn : le chercheur de pain : klasker bara, skeudennet gant Per Peron, Eil embannadur, Plerin, Brittia, 2000.
  •  Le druidisme ou La lumière de l'Occident, embannadur nevez, Londrez ; Porzhig, Celtics chadenn, 2003

 Levrlennadur 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  •  Aldrig a Naoned, "Edmond Koarer-Kalondan". E-barzh Al Liamm, niv. 209, Du-Kerzu 1981.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù A Liamm, 1992 (ISBN 2736800346). Pennad : Coarer Edmond.
  •  Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013 (ISBN 978-2-916579-59-7). Pennad : Coarer Edmond / Kalondan.
  • Georges Cadiou, Emsav – Dictionnaire critique, historique et biographique – Le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh,  2013 (ISBN 2843465745). Pennad : Coarer, Edmond.

 Notennoù ha daveennoù 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Georges Cadiou, op. cit.
  2. Lukian Raoul, op. cit.