Edmond Koarer-Kalondan
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Edmond Coarer-Kalondan |
Anv ganedigezh | Edmond Adolphe Coarer |
Anv-bihan | Edmond |
Lesanv | Kalondan |
Deiziad ganedigezh | 14 Gou 1909 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Deiziad ar marv | 11 Mez 1981 |
Lec'h ar marv | Naoned |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | skrivagner |
Bet war ar studi e | lycée Georges-Clemenceau |
Ezel eus | Goursez Vreizh |
Prizioù resevet | Q80106976 |
Edmond Koarer-Kalondan, Edmond Coarer er marilhoù-kêr, bet ganet d'ar 14 a viz Gouere 1909 e Naoned ha marv eno d'an 11 a viz Mezheven 1981, a voe ur skrivagner gallek, ur saver kanaouennoù hag un den a skingomz.
Ezel Goursez Breizh e 1949, ec'h eas da gadoriad Kenvreuriezh prederouriezhel an Drouized da c'houde. Stagañ a reas e anv drouiz, Kalondan, d'e anv-familh. Arallanvioù all a voe implijet gantañ : Tan Kildare (e anv drouiz kentañ), An Hoper noz, An Houc'h koz, Emonig Koarer-Kalondan, ECK.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E lise Clemenceau Naoned e kejas ouzh Morvan Lebesque[1] ha gant stourmerien Unvaniez Yaouankiz Vreiz ken e voe desachet war-zu an Emsav politikel. Dall e teuas da vezañ e miz Gwengolo 1926[2], nemet e talc'has da echuiñ e studioù hag e teskas brezhoneg digant Job Kergrist.
E-pad an Eil Brezel-bed e kemeras perzh er strolladig politikel Brezona asambles gant Job Loyant, Alfred Lajat hag Yves Favreul-Ronarc'h, pennoù bras all ar strollad broadsokialour naonedat-se.
Savet en doa daou levr asambles gant e wreg, Mona (1935-2009), a sine Gwezenn Dana hag o mab, Morvan Coarer (anv-drouiz Ulocantos) en doe kemeret perzh e luskadoù emsavel ha douizel ivez.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Edmond Koarer-Kalondan ez eus deuet meur a levr diwar-benn an drouizelezh ha Naoned. En o zouez emañ ar romant Les aventures du roi Baco a zo deskrivadur troioù-kaer ur moraer bet loc’het eus Trentemoult d’ober arc’hant.
- Youenn, le chercheur de pain, skeudennet gant Per Peron, Pariz, Éditions Brittia, 1946. Romant.
- Nantes pittoresque et disparu, M. Daubin, 1947.
- Les aventures du roi Baco, marin nantais, Sant-Briek : les Presses bretonnes, 1956. Romant.
- Clisson, koadengravadurioù gant Octave Menardeau, Naoned, emembann, 1959.
- La scandaleuse affaire Gilles de Retz, Pariz, Éditions du Scorpion, 1961.
- Le Druidisme ou la Lumière de l'Occident, Pariz, Éditions et publications premières, 1971
- Les Celtes et les extra-terrestres, asambles gant Gwezenn-Dana, Verviers : Gérard, 1973
- L'Énigme des mégalithes, asambles gant Gwezenn-Dana, Verviers : A. Gérard, 1974
- Youenn : le chercheur de pain : klasker bara, skeudennet gant Per Peron, Eil embannadur, Plerin, Brittia, 2000.
- Le druidisme ou La lumière de l'Occident, embannadur nevez, Londrez ; Porzhig, Celtics chadenn, 2003
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aldrig a Naoned, "Edmond Koarer-Kalondan". E-barzh Al Liamm, niv. 209, Du-Kerzu 1981.
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù A Liamm, 1992 (ISBN 2736800346). Pennad : Coarer Edmond.
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013 (ISBN 978-2-916579-59-7). Pennad : Coarer Edmond / Kalondan.
- Georges Cadiou, Emsav – Dictionnaire critique, historique et biographique – Le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh, 2013 (ISBN 2843465745). Pennad : Coarer, Edmond.