Klerenn
Neuz
Ar glerenn, pe sternom, zo un askorn plat ha hir e-kreiz ar brusk, stumm un T dezhi. Stag eo ouzh ar c'hostezennoù gant migorn evit reiñ framm da kest ar brusk a warez ar galon, ar skevent hag ar gwazhied pennañ.
Teir rann a ya d'ober ar glerenn :
- an dornell (e krec'h), stag ouzh an trebezioù-skoaz hag ouzh an div gostezenn gentañ
- ar c'horf, stag ouzh migorn an eil kostezennoù betek ar 7vet re
- al lech, stag ouzh migorn ar 7vet kostezennoù, asambles gant korf ar glerenn. Ma vez pouezet fall war ar brusk e-kerz un obererezh advevañ kalon ha skevent e c'hell al lech terriñ kuit ha mont en avu ma vo kaoz eus ur gwadliñv diabarzh.
Eskern korf an den |
|||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|