Kim Jong-un
Kim Jong-un (Koreaneg: |김|정|은; Hanja: 金|正|恩; LFE: [kim dʑʌŋ ɯn]), pe Kim Jong-eun, ganet d'an 8 a viz Genver 1984 pe 5 a viz Gouhere 1984, eo eil mab mab ar penn norzhkorean Kim Jong-il hag he fried Ko Young-hee. A-raok kemer ar galloud e oa chomet damguzh ; ral a-wech e oa bet gwelet e-pad obererezhioù foran ar renad.
Deuet e oa da vezañ rener nevez Korea an Norzh d'an 19 a viz Kerzu 2011, war-lerc'h marv e dad. Anvet e oa bet da b"Pennrener meur" ar vro, d'an 28 a viz Kerzu 2011. Graet e vez anezhañ Pennrener meur ar strollad, an arme hag ar bobl. Anvet e oa bet da brezidant "Kengor an Difenn Broadel", pennañ aozadur ar renad, e miz Ebrel 2012, ha da gentañ sekretour Strollad al Labour, strollad nemetañ ar vro, er memes mare.
Kim Jong-un a oa bet diplomet div wech, ur wech war ar fizik e Skol-veur Kim Il-sung, hag ur wech all evel ofiser eus al lu e Skol-veur vilourel Kim Il-sung.