Arme Pobl Korea
| Deiziad krouiñ | 8 C'hwe 1948 |
|---|---|
| Anv ofisiel | 조선인민군 |
| Anv er yezh a orin | 조선인민군 |
| McCune–Reischauer | Chosŏn Inmingun |
| Revised Romanization | Joseon Inmingun |
| Den e penn an aozadur | Supreme Commander of the Korean People’s Army |
| Stad | Republik Poblel ha Demokratel Korea |


Chosŏn inmin'gun, pe Arme Pobl Korea e brezhoneg, a raer eus nerzhioù lu Korea an Norzh. Emañ dindan beli ar Songun, an aozadur e-kreiz kevredigezh ar vro. Kim Jong-un, diktatour ar vro, zo penn-rener an nerzhioù lu.
Pemp skourr a zo d'ar Chosŏn inmin'gun : Tirlu Arme Pobl Korea, ar Chosŏn-inmingun Haegun (Morlu Arme Pobl Korea), ar Chosŏn inmin'gun konggun (Aerlu Arme Pobl Korea), Jeollyakgun (Nerzh strategel Arme Pobl Korea) ha Nerzh oberiadurioù ispisial Arme Pobl Korea. Ar Warded Ruz Labourerien-Peizanted zo unvezioù adsoudarded a gaver ivez dindan beli ar Chosŏn inmin'gun.
Arme Pobl Korea a zo enebet da gentañ holl ouzh nerzhioù lu Sukorea (Daehanminguk Gukgun), met ivez ouzh nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika. Etre an daou e kaver ar zonenn disoudardet (Hanbando Bimujang jidae), abaoe miz Gouere 1953 hag an arsav-brezel en doa lakaet fin da Vrezel Korea.
E 2016 e oa 5 889 000 ezel soudard pe adarmead liammet ouzh ar Chosŏn inmin'gun. An nerzh brasañ damsoudardel dre ar bed eo. An niver-se a dalvez ez eus e-tro 25% eus poblañs Norzhkorea hag a zo e-barzh an nerzhioù lu.
