Kim Jong-chul
- Gant un den eus Korea e pled ar pennad-mañ ; Kim eo anv ar familh neuze.
Kim Jong-chul, ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1981, zo unan eus mibien an diktatour norzhkorean Kim Jong-il. Ur breur yaouankoc'h en deus Kim Jong-un, hag a zo bremañ penn-uhel ar vro. Un hanter-vreur koshoc'h en doa Kim Jong-nam a oa bet muntret d'an 13 a viz C'hwevrer 2017 gant spierien eus Norzhkorea war e seblant.
E 2007, Jong-chul a oa bet fiziet ennañ ar garg a benn-kannad eus skourr pennañ Strollad Labourerion Korea. En desped da-se, d'ar 15 a viz Genver 2009, aozadur kleweled Su Korea a embanne e oa bet choazet gant Kim Jong-il lakaat da benn-uhel ar vro e vab yaouankañ Kim Jong-un. Tremenet e oa a-us da Jong-nam ha Jong-chul. Hervez Kenji Fujimoto, bet penn keginerien Kim Jong-il etre 1988 ha 2001, Kim Jong-chol a oa bet lakaet a-gostez dre ma oa re "maouez" ha "diseblant". Hervez an tad ne vefe ket bet gantañ ar pep retañ evit bezañ e penn ar vro.