Kim Jong-il
Kim Jong-il (Hangeul: 김정일; Hanja: 金正日, Kim Chŏng-il) a oa bet ganet e Siberia d'ar 16 C'hwevrer 1942, ha marvet d'ar 17 a viz Kerzu 2011. E penn Norzh-Korea eo bet adalek 1994, pa oa aet e dad Kim Il-sung d'an anaon, betek e varv. Graet e veze anezhañ «ar renour ker». Kendalc'het en deus da gas war-raok ar renad savet gant e dad, da lavaret eo un diktatouriezh ferv kar d'ar stalinouriezh, serret ar vro warni hec'h-unan, gant ur pouez kreñv-meurbet eus an arme. Dindan e renad ez eus bet diorroet armoù nukleel (taolioù-arnod ar vombezenn atomek). E vab Kim Jong-un en deus kemeret penn ar vro war e lerc'h. War-lerc'h e varv, e miz Ebrel 2012, eo bet anvet da "Brezidant peurbadel" Kengor an Difenn Broadel, pennañ aozadur ar renad, ha da "Sekretour hollek peurbadel" ar strollad nemetañ.