Kim Jong-nam

Eus Wikipedia
  • Gant un den eus Korea e pled ar pennad-mañ ; Kim eo anv ar familh neuze.

Kim Jong-nam (Hangeul : 김정남, Hanja : 金正男), bet ganet d'an 10 a viz Even 1970 ha marvet d'an 13 a viz C'hwevrer 2017, a oa mab henañ Kim Jong-il (1941-2011), an diktatour komunour a renas war Korea an Norzh adalek 1994 betek 2011. Eus 1994 betek 2001 e oa bet lakaet Kim Jong-nam da bennhêr a renje goude marv e dad.

Goude bezañ c'hwitet da vont da Japan gant falspaperioù evit gweladenniñ Disneyland Tokyo e miz Mae 2001 e voe soñjet e oa bet argaset gant Kim Jong-il ; e hantervreur Kim Jong-un (1984 —) eo evit gwir a resevas ar galloud a-c'houde marv o zad.
E 2003 pe war-dro e tivroas Kim Jong-nam eus Korea an Norzh, ha kregiñ da gavout abeg e renad e familh ha da c'houlenn cheñchamant en e vro c'henidik.

Edo Kim Jong-nam e Malaysia e miz C'hwevrer 2017 pa voe muntret e degouezhioù amsklaer : pistriet e vije bet gant div vaouez en aerborzh Kuala Lumpur.