Mont d’an endalc’had

Yann-Baol II

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Karol Józef Wojtyła)
Yann-Baol II
Pab an Iliz katolik roman

Yann-Baol II e 1980
Yann-Baol II e 1980

Totus tuus ego sum, Maria
"Deoc'h holl ez on, Mari"'

Ardamezioù ar pab Yann-Baol II

Ganedigezh 18 a viz Mae 1920
e Wadowice, Banniel Polonia Polonia
Dilennet da bab 16 a viz Here 1978 (58 vloaz)
Tronidigezh 22 a viz Here 1978
Dibenn e baboni 2 a viz Ebrel 2005 (84 bloaz)
Banniel Vatikan Vatikan
En e raok Yann-Baol I
War e lerc'h Benead XVI
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Yann-Baol II (Ioannes Paulus II e latin), Karol Józef Wojtyła ([ˈkaɾɔl ˈjuzεf vɔi̯ˈtɨwa]) eus e anv sivil, ganet e Wadowice e Polonia d'an 18 a viz Mae 1920 ha marvet er Vatikan d'an 2 a viz Ebrel 2005, a voe 264vet pab an Iliz katolik adalek 1978 betek e varv, da lavaret eo e-pad 26 bloavezh ha 173 devezh.

Kentañ pab polonat ha kentañ pab na oa ket italian abaoe 445 bloaz. Santelaat a reas muioc'h a dud eget ar bibien a oa bet araozañ. An hirañ ren en deus bet abaoe hini Pi IX (1846-1878) hag an eil hirañ ren. A-bouez e voe e roll e diwezh ar gomunouriezh e Reter Europa. Dalc'het ez eus bet soñj anezhañ evel "Pab ar yaouankiz" hag evel ar "pab pirc'hirin" gant ar gristenien abalamour d'e veajoù e 129 bro. D'ar 1añ a viz Mae 2011 e voe gwenvidikaet gant ar pab Benead XVI, ha lakaet eo bet war roll ar sent e 2014 gant ar pab Frañsez.

Yann-Baol II e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 20 a viz Gwenholon 1996 e teuas da Santez-Anna-Wened, e Breizh. Kentañ gwech e oa d'ur pab dont da Vreizh.

Peulvanig pirc'hinaj Yann-Baol II.




En e raok
Yann-Baol I

Yann-Baol II
Pab

War e lerc'h
Benead XVI