Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Preden-Nevez

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Great Britain zo Breizh Veur, New Britain a c'hallfe bezañ Breizh Nevez kenkoulz all eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2012 da 15:38 (UTC)[respont]

Ya. Llydawr (kaozeal) 9 Du 2012 da 16:59 (UTC)[respont]
Geriadur Roparz Hemon: «Preden (Ile de) Bretagne» p.663; «Enez-Vreizh Ile de Bretagne, Grande-Bretagne» p.253. N'eus ket eus "Breizh" evit "Breizh-Veur" ennañ a-hend-all. "Breizh-Nevez" a vo komprenet evel "Breizh-Vihan-Nevez". Pa c'haller eo kenkoulz chom hep lakaat an dud da gemmeskañ traoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Du 2012 da 17:55 (UTC)[respont]

Ne gredan ket e c'hallfed kemmeskañ Breizh Nevez gant Breizh Veur, evel ma ne vez ket kemmesket Breizh-Veur gant Breizh, na Hampshire gant New Hampshire, na Kaledonia gant Kaledonia Nevez, na Zeeland gant Zeland Nevez, ... . Din eo Breizh Nevez ha mat pell zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2012 da 18:47 (UTC)[respont]

Ur wech c'hoazh, hag evel boaz, e weler n'eo ket bet hanterlennet (na kardlennet) ar pezh am boa skrivet.
An tamm-mañ, ouzhpennet goude bezañ skarzhet ar pezh am boa degaset, n'emañ ket e blas er pennad. Ouzhpenn-se ez eus traoù faos ennañ:
===Preden-Nevez===
* Anavezet eo ar vro-se abaoe 1700 en Europa.
* Breizh eo an anv nemetañ a vez graet e brezhoneg eus Breizh an douar-bras evel eus Breizh-Veur, etre 1732 ha 1931.
*N'eo ket anavezet anv Preden e brezhoneg a-vremañ a-raok 1931, hag evit Enez Vreizh hepken.
*N'eo ket anavezet Preden Nevez er geriadurioù brezhonek.
Faos eo ar pezh a lavarer emañ. Sellet ouzh Geriadur Istorel ar Brezhoneg hag e vo gwelet e oa anavezet Breizh-Veur a-raok (hag a-gozh, mare ar c'hrennvrezhoneg).
1732? An dra-se eo Geriadur Gregor Rostrenenn hag e-barzh e kaver "Breizh-Veur"!!! p.117.
N'eo ket anavezet "Breizh Nevez" er geriadurioù brezhonek kennebeut.

N'eo ket en ur gontañ traoù diwar skañv ez aio ar Wiki. br war-raok. Dont a raio an dud da lenn p'o devo fiziañs er pezh a vez kavet e-barzh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Du 2012 da 20:45 (UTC)[respont]

Setu ar pezh a zo bet kredet skrivañ hiziv war bajenn ar pennad: «N'eus roud ebet eus Preden-Nevez e brezhoneg a-raok 2012 : er pennad-mañ eus ar wikipedia brezhonek.». Trawalc'h e oa lenn ar pezh am boa skrivet 2 zevezh 'zo uheloc'hik: Abaoe 2006 e oa eus "Preden-Nevez" war ar wiki brezhonek, hag ouzhpenn se ne oa ket er pennad-mañ (ha ne oa ket ganin war ar marc'had). Ar brouenn hon eus bremañ ne dalvez da netra klask kendivizout.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Du 2012 da 11:01 (UTC)[respont]

Klask kendivizout n'em eus ket soñj bezañ gwelet alies ganit, nag er bajenn-mañ nag e lec'h all. Pec'hed marvel em boa graet moarvat pa n'em boa ket gwelet ar gerioù sakr lezet er bajenn amañ : ne vezan ket o c'hortoz an aviel a-hed an deiz.

Nann, n'em boa ket taolet evezh ouzh implij istorel Preden Nevez gant DP, ha ken alies em eus reizhet e bennadoù db Kembre da skouer (ken talvoudus ha kalz a re all daoust da se) hag amañ e vije d'ober ivez adarre, ma n'eo ket gantañ ez afen-me da glask an dibaboù gwellañ evit al lec'hanvioù brezhonek. Un dra a welan: un enezenn anavezet en Europa abaoe 1700, ha Preden o tegouezhout e brezhoneg e 1931 ... Kammamzeriek eo Preden Nevez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Du 2012 da 12:09 (UTC)[respont]

Un toullad yezhoù zo hag a ra ar c'hemm etre Breizh ha Breizh -Veur evel-just, hag a ra gant un anv pimpatrom da Breizh-Nevez evel-just ivez : bg:Нова Британия; ca:Nova Bretanya ; cs:Nová Británie;el:Νέα Βρετανία;eo:Nova Britio; es:Nueva Bretaña; et:Uus-Britannia;eu:Bretainia Berria; fi:Uusi-Britannia; fr:Nouvelle-Bretagne; gl:Nova Bretaña; is:Nýja-Bretland;it:Nuova Britannia; la:Nova Britannia;lt:Naujoji Britanija; nl:Nieuw-Brittannië; pl:Nowa Brytania; pt:Nova Bretanha;ro:Insula Noua Britanie; ru:Новая Британия;sh:Nova Britanija;sr:Нова Британија;tl:Bagong Britanya; tr:Yeni Britanya;uk:Нова Британія;war:Bag-o nga Britanya Ur 25 a yezhoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Du 2012 da 20:17 (UTC)[respont]